Emgann Kergidu : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr kaset ar bajenn Emgann Kergidu da Emgann Kergidu (romant)
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Emgann Kergidu ''' zo un emgann a c'hoarvezas d'ar [[24 a viz Meurzh]] [[1793]], e Kergidu, e-kichen [[Plougouloum]] etre peizanted eus Bro-Leon ha soudarded ar Republik, renet gant ar jeneral [[Jean Baptiste Camille de Canclaux|Canclaux]].
#ADKAS [[Emgann Kergidu (romant)]]
 
Ha pa oant bet trec'het d'an 19 a viz Meurzh, edo bepred peizanted Gorre-Leon dindan an armoù, e [[Ploueskad]], [[Plougouloum]], [[Kleder]], [[Sibirill]], [[Rosko]], [[Gwinevez-Lokrist]], [[Gwitevede]], [[Plouvorn]], [[Sant-Nouga]] ha [[Trelaouenan]]<ref>[[Frañsez-Mari Kadig|François Cadic]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I, p.363-367.</ref> ha klask a reont gronnañ [[Kastell-Paol]]. Ar jeneral Canclaux, a oa diazezet e Brest, a ya da [[Lesneven]] gant e soudarded, goude bezañ faezhet emsavidi korn-bro [[Plabenneg]].
 
Klevet o doa ar Republikaned edo an dud disuj o vont da dagañ Kastell-Paol d'ar 24 a viz Meurzh. Neuze e kerzhas soudarded ar Republik, 400 anezho o tont eus Kastell, renet gant Guillier ha Pinchon, ha skoazellet gant soudarded deuet eus [[Calvados (departamant)|Calvados]] hag eus [[Montroulez]], war Kergidu, a oa ul lec'h tremen a bouez.<ref>[[Frañsez-Mari Kadig|François Cadic]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I </ref>.
 
Goude ur c'hrogad un eur hanter e oa krog soudarded ar Republik da gilañ ha ne oa ket kalz a dennoù ganto ken. Met sikouret e voent gant ar jeneral [[Jean Baptiste Camille de Canclaux|Canclaux]] a erruas war lez kleiz ar ster, e penn un armead etre 300<ref> Élégoët</ref> ha {{formatnum:1000}}<ref>[[Roger Dupuy]], ''La Chouannerie'', p.15.</ref> soudard. Neuze e voe kemeret un uhelenn war lez kleiz ar stêr gant soudarded ar Republik hag alese a c'halljont tennañ gant o c'hanolioù war an emsavidi<ref>Kadig</ref>.
 
War al lez dehou e talc'he mat ar peizanted ouzh ar Republikaned. Goude termal e tivizas Canclaux treuziñ ar pont ha tagañ an emsavidi dre an tu all. Tec'hel a reas ar beizanted kuit, soudarded ar Republik war o lerc'h. Gwelloc'h e kavas ar re-se, eme Guillier, lazhañ an emsavidi eget ober prizonidi. Da beder eur goude kreisteiz e oa echu an emgann<ref>Kadig</ref>.
 
Hervez ar Republikaned e vije bet lazhet war-dro 400 den e-touez ar beizanted ha gloazet 300 anezho<ref>[[Roger Dupuy]], ''La Bretagne sous la Révolution et l’Empire, 1789-1815'', p.113-114.</ref>. Hervez enklaskoù nevesañ [[Albert Laot]], ne veneger war rolloù tud varv parrezioù [[Plougouloum]] ha [[Trelaouenan]], ar c'horn-bro ma oa bet an emgann, nemet c'hwec'h den lazhet, ha div vaouez en o zouez, ha soudard ebet<ref>Albert Laot, ''La bataille de Kerguidu'', Skol Vreizh, 2013</ref>. Kement-se a ya a-du gant an danevell eus an emgann a voe savet gant [[Jean Baptiste Camille de Canclaux|Canclaux]] ma lenner ne oa bet lazhet soudard republikan ebet<ref>Élégoët</ref>.
 
Gant Emgann Kergidu e voe lakaet fin da emsavadeg peizanted [[Bro-Leon]]. Kemeret e voe o armoù digant tud ar vro, diskennet e voe kleier an ilizoù ha kondaonet e voe kumunioù ar vro da baeañ telloù-kastiz pounner <ref>Élégoët</ref>. Kalz tud a voe harzet ha barnet ha daou anezho, Jean Pedel ha François Guivarc'h eus [[ar Releg-Kerhuon]] a voe kondaonet d'ar marv ha dibennet<ref>Dupuy</ref>. Kemend-all a c'hoarvezas ivez gant François Barbier, maer Gwitalmeze, ha Jean Prigent, mamer Gwitevede : dibennet e voe an hini kentañ e [[Brest]] d'ar 17 a viz Ebrel hag an eil e [[Lesneven]] d'an 23 a viz Ebrel<ref>Élégoët</ref>.
 
== Levrlennadur ==
* Albert Laot, La bataille de Kerguidu, Skol Vreizh, 2013.
* [[Frañsez-Mari Kadig]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', levrenn I, adembannet gant Terre de Brume, 2003, p.363-367.
* [[Loeiz Elegoet]], ''Le Léon, Histoire et Géographie contemporaine'', Éditions Palantines, 2007, p.129-130.
* [[Roger Dupuy]], ''La Bretagne sous la Révolution et l’Empire, 1789-1815'', Ouest-France Université, 2004, p.114-116.
* [[Roger Dupuy]], ''La Chouannerie'', Embannadurioù Ouest-France, 1995, p.15.
* [http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k495788/f3.image.r=Archives+parlementaires+de+1787+%C3%A0+1860+%22Tome+63%22.langFR Archives parlementaires de 1787 à 1860, t. 63, pp. 503-504, el lec'hienn Gallica]
#ADKAS* [[Emgann Kergidu (romant)]]
 
==Notennoù==
<references/>
 
[[Rummad:Emgannoù|Kergidu]]