Emgann Kergidu : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
*''Diwar-benn an emgann e-unan eo ar pennad-mañ. Ur pennad all zo diwar-benn ar romant brezhonek a gont an emgann-se. Sellit ouzh [[Emgann Kergidu (romant)]].''
'''Emgann Kergidu ''' zo un emgann a c'hoarvezas d'ar [[24 a viz Meurzh]] [[1793]], e Kergidu, e-kichen [[Plougouloum]] etre peizanted eus Bro-Leon ha soudarded ar Republik, renet gant ar jeneral [[Jean Baptiste Camille de Canclaux|Canclaux]].
 
Ha pa oant bet trec'het d'an 19 a viz Meurzh, edo bepred peizanted Gorre-Leon dindan an armoù, e [[Ploueskad]], [[Plougouloum]], [[Kleder]], [[Sibirill]], [[Rosko]], [[Gwinevez-Lokrist]], [[Gwitevede]], [[Plouvorn]], [[Sant-Nouga]] ha [[Trelaouenan]]<ref>[[Frañsez-Mari Kadig|François Cadic]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I, p.363-367.</ref> ha klask a reontraent gronnañ [[Kastell-Paol]]. Ar jeneral Canclaux, a oa diazezet e Brest, a yayeas da [[Lesneven]] gant e soudarded, goude bezañ faezhet emsavidi korn-bro [[Plabenneg]].
 
Klevet o doa ar Republikaned edo an dud disuj o vont da dagañ Kastell-Paol d'ar 24 a viz Meurzh. Neuze e kerzhas soudarded ar Republik, 400 anezho o tont eus Kastell, renet gant Guillier ha Pinchon, ha skoazellet gant soudarded deuet eus [[Calvados (departamant)|Calvados]] hag eus [[Montroulez]], war Kergidu, a oa ul lec'h tremen a bouez.<ref>[[Frañsez-Mari Kadig|François Cadic]], ''Histoire populaire de la chouannerie'', t. I </ref>.