Afghanistan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 204 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q889 (translate me)
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 122:
E [[1997]] e reas an Dalibaned – « studierien war an [[doueoniezh]] » – o renkoù er vro (nemet en ur c’hornig-bro er Biz). Harpet e oan gant strolladoù armet estren a oa tomm ouzh o relijion. Lakaat a rejont ar peoc’h da ren en-dro, well-wazh, dre lakaat da dalvezout ul lezenn islamek strizh hag a strishae un niver bras a frankizoù. Fellout a rae dezho kas o uhelvennad da benn, da lavaret eo « Stad islamek purañ ar bed », diazezet war ar [[charia]] rik.
 
Brudet e voent er bed a-bezh dreist-holl pa zistrujont e [[2001]] delwennoù [[Bouddha]] ragislamek e Bamiyan. An delwennoù-se (VI{{vet}} - IV{{ere}} kantved a-raok J.-K.) a oa enskrivet e glad bedel mab-den gant UNESCO. Ar [[Pakistan]], o c’hevredad fealañ koulskoude, a zianzavas o folitikerezh da neuze.
 
D’an 9 a viz Gwengolo 2001 eo drouklazhet Massoud en ur gwalldaol-emlazh. E 2001, war-lerc’h [[gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001|gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo]], ar Stadoù-Unanet a zistagas ur brezel nevez, ha gant skoazell Kevre an Norzh e rojont lamm da renad an Dalibaned e-korf un nebeud mizioù. E kreiz 2002 e hañvale ar saviad bezañ stabil, daoust d’an diouer a surentez en takadoù er-maez eus kontroll ar gouarnamant nevez ha d’ar gwalldaolioù en takadoù dindan kontroll armeoù broioù ar C’hornôg. Da skouer, d’ar 5 a viz Gwengolo 2002, tra ma oa ar prezidant [[Hamid Karzai]] o veajiñ e korn-bro Kandahar, e voe skoet gant ur gwalldaol hag a voe skoilhet justik gant e warded amerikan. Spinet e oa bet e zremm gant ur boled neuze.