Afghanistan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 77:
Un istor turmudus he deus bet Afghanistan, a anver alies kroashent [[Kreiz Azia]]. A-hed an amzerioù eo bet aloubet ar vro a reer ''Afghanistan'' anezhi hiziv an deiz gant armeoù a-leizh, en o zouez re an Impalaeriezh Pers, [[Aleksandr Veur]] ha [[Genghis Khan]].
 
=== 1746 - 1973 ===
Penn kentañ stad-vroad Afghanistan, evel m’eo anavezet hiziv an deiz, a voe e [[1746]], dindan an [[Impalaeriezh Durrani]], met lezet e voe ar c’hontroll anezhi d’ar [[Rouantelezh Unanet]] betek ma voe tronet ar roue [[Amanullah]] e [[1919]].
 
Linenn 99:
Etre [[1933]] ha [[1973]] emañ ar prantad stabilded diwezhañ en Afghanistan, dindan ren ar roue [[Mohammad Zahir Shah|Zahir Shah]]. Padal, e [[1973]], breur-kaer Zahir, [[Mohammed Daoud Khan|Sardar Mohammed Daoud]] a ra un taol-stad hep feulster d’ar 17 a viz Gouere 1973. Gant skoazell an arme soviedel e tiskar e genderv Zahir. Hemañ a ro an dilez eus e garg e miz Eost hag a ya da annezañ da Italia.
 
=== 1978 - 1992 : 1añ1{{añ}} brezel Afghanistan ===
[[Restr:Evstafiev-afghan-apc-passes-russian.jpg|thumb|right]]Gant taol-stad [[Strollad Demokratel Poblel Afghanistan|SDPA]] (Strollad Demokratel Poblel Afghanistan), d’ar 27 a viz Ebrel 1978, eo bet diskaret gouarnamant [[Mohammed Daoud Khan|Daoud]] hag ez eus drouklazhet ur niver bras eus izili e familh. Dont a ra [[Muhammad Taraki]] (1917-1979), levier ar ''c’hKhalq'' (ur rann feuls ha patchoun dreist-holl eus SDPA) anezhañ, da vezañ prezidant Republik Demokratel Afghanistan nevez. Sokialour eo ar republik-se, ha mont a ra a-du gant an Unaniezh soviedel.
 
Linenn 108:
E miz C’hwevrer 1989 e tiviz URSS hec’h-unan kuitaat ar vro, hag e lez kontroll ar vro da [[Nadjibullah]]. Diskaret eo ar renad d’an 29 a viz Ebrel 1992 goude m’eo bet kemeret Kaboul ha m’en deus [[Mohammed Nadjibullah]] roet e zilez d’ar 16 a viz Ebrel. Dav eo notennañ o deus harzet kalonek strolladoù ar gouarnamant, feal da [[Mohammed Nadjibullah|Vohammed Nadjibullah]], ouzh armeoù armet gwelloc’h ha niverusoc’h egeto.
 
=== 1992 - 1996 : ar brezel diabarzh ===
D’an 9 a viz Ebrel 1992 ez a [[Ahmad Shah Massoud]], a vo e penn Kevre an norzh, e-barzh [[Kaboul]] gant meur a vil a dud. E miz Mae e teu da vezañ ministr an difenn. D’an 28 a viz Mezheven eo anvet [[Burhanuddin Rabbani]], anezhañ ur paotr moder eus ar strollad islamek [[Jamiat-e-Islami]], da brezidant etretant, ha dilennet eo da benn ar gouarnamant e miz Kerzu. Eus 1992 da 1995 eo kemeret ar galloud gant ur gournamant a zeu eus an harzerezh afghan, hogen dizemglevioù a vez ennañ. D’ar 7 a viz Mae, daoust d’un emglev peoc’h etre ar c’hostezennoù kenoazus, e kendalc’h an emgannoù er su da Gaboul. [[Massoud]] a ro e zilez eus ar gouarnamant ha hennezh en em adstumm en-dro da c’h[[Gulbuddin Hekmatyar]], un anterinour eus kenel ar Batchouned zo ar muiañ-niver ganto er vro.
 
Linenn 119:
Evel-se e krogas ren an [[Talibaned|Dalibaned]].
 
=== 1997 - 2006 : An Dalibaned hag emellerezh AFNA ===
E [[1997]] e reas an Dalibaned – « studierien war an [[doueoniezh]] » – o renkoù er vro (nemet en ur c’hornig-bro er Biz). Harpet e oan gant strolladoù armet estren a oa tomm ouzh o relijion. Lakaat a rejont ar peoc’h da ren en-dro, well-wazh, dre lakaat da dalvezout ul lezenn islamek strizh hag a strishae un niver bras a frankizoù. Fellout a rae dezho kas o uhelvennad da benn, da lavaret eo « Stad islamek purañ ar bed », diazezet war ar [[charia]] rik.