Arnold von Harff : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 7 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q645951
→‎E veaj: Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 5:
 
== E veaj ==
E 1496, da 25 bloaz e krog gant e veaj a bado betek an 10 a viz Here 1499 (pe 1498 hervez an dornskridoù pe ar vurutellerien). Eus Köln e treuzas Su Bro-Alamagn, [[Aostria]], hag [[Italia]] a-raok erruout e [[Roma]]. Mont a ra neuze da [[Venezia]] ma kemer ur vag da vont da [[Egipt|Vro-Egipt]] ma tilestr en Aleksandria. Tremen a ra dre [[Kaero|Gaero]], er gouent Santez-Katell a-raok mont betek [[Mekka]], [[Sri Lanka]], proviñs [[Madras]], inizi [[Komorez]], [[Madagaskar]], [[Zanzibar]], hag ar [[Kilimanjaro|C'hilimanjaro]]. Goude se e tiskenn an [[Nil]] da vont da [[Jeruzalem]], [[Damask]], [[Beirout]], [[Aleppo|Alep]], [[Kergustentin]], [[Trakia]], Bulgaria ha distreiñ a ra da Venezia. Ac'hann e veajas da [[Milano|Vilano]], kreisteiz Bro-C'hall, Roncevaux, [[Pamplona]], [[Burgos]] a-raok erruout e [[Santiago de Compostela|Sant-Jakez Compostella]]. Distreiñ a reas dre aodoù ar Meurvor atlantel : [[Bourdel]], [[Naoned]], [[Menez Mikael ar Mor|Menez Mikael]], Dreux, Pariz, Compiègne, Noyin, Valenciennes, [[Brusel]], [[Aachen]], ha Köln.
 
N'en deus ket graet ur pirc'hirinaj hepken : hini Roma, hini Jeruzalem, pe hini [[Santiago de Compostela|Sant-Jakez Compostella]]. Graet en deus an tri en ur wezh ! Tremenet eo ouzhpenn e broioù na oant ket lec'hioù pirc'hinaj kristen (Mekka, an Indez, ...)