Gégène : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempennet ar yezh.
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummad + liammoù
Linenn 2:
Ur ger tennet eus [[luc’haj]] al [[lu]] [[Bro-C'hall|c'hall]] dre grennadur ar ger ''génératrice'' ("ganer-tredan" pe "tredanerez") eo '''''gégène''''', a dalvez da envel un dinamo a servije da voueta ar pellgomzerioù distag war ar maez.
 
Hanter-kant vloaz zo, e-pad [[brezel Aljeria]] ([[1954]]-[[1962]]), e troe [[soudard]]ed [[Bro-C'hall]] kamblioù ar benveg-se evit [[Boureverezh|jahinañ]] tud dre lakaat [[tredan]] da dremen dre o c'horf.<br />
Dija d’ar mare-se e veze lazhet Aljerianed « ''ket evit bezañ drouk ganto met evit kavout titouroù a-benn saveteiñ buhezioù tud digablus'' », a veze lavaret d’an dud. Hanter-kant vloaz goude, ne vez mui implijet ar benveg-se ken rak embannet ez eus bet lezennoù nevez evit herzel d'e implij gant al lu.
Abaoe ma 'z eus mekanikoù da c'henel tredan ez eo bet implijet ar jahinerezh dre dredan . Goude ez eo bet implijet gant lu Bro-C'hall war tud an [[FLN (Aljeria)|FLN]] (''Front de Libération National''), evit ma vefe roet titouroù gante.<br />
An doare d’ober a oa lakaat elektrodoù (+/-) war lodennou disheñvel eus ar c'horf, evit ma tremenfe an tredan dre al lodennoù-se, peurvuiañ war an divskouarn pe c’hoazh war [[kalc'h]] ar baotred.
 
Displeget eo bet an teknik-mañ gant ar jeneral Bigeard en ul levr anvet « ''Le manuel de l'officier de renseignement'' », bet embannet gant al lu c'hall ha skignet dre ar bed a-bezh ; implijet eo bet an teknikoù a zo meneget ennañ gant [[Augusto Pinochet]] e Chile, [[Saddam Hussein]] en [[Irak]], ha gant servijoù-ditourañ [[Stadoù-Unanet Amerika]].
 
[[Rummad:Brezel Aljeria]]