Prusia ar Reter : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D Llydawr kaset ar bajenn Prusia ar reter da Prusia ar Reter
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Prusia ar Reter''' (''Ostpreußen'' en alamaneg) a oa ur vro en arvor gevred ar [[Mor Baltel]], etre an {{XIIIvet kantved}} ha dibenn an [[Eil Brezel-bed]]. Rannet eo an douaroù-se bremañ etre [[Rusia]] ha [[Polonia]].
 
Annezet e oa Prusia ar Reter gwechall gant ur bobl anvet Henbrusianed pe Borusianed, a gomze [[henbruseg]], ur [[yezhoù baltek|yezh valtek]]. Aloubet e voe bro ar bobl-se gant Marc’heien an [[Urzh Teutonek]] en {{XIIIvet kantved}}. Goude un hanter-kantved a [[Kroaziadegoù balt|emgannoù]] e voe kaset da get pobl an Henbrusianed ; goude-se e voe kristenaet hag alamanekaet tamm-ha-tamm ar re anezho a oa chomet bev. Gant an Urzh Teutonek e voe savet e Prusia ar Reter ur stad alamanek kristen ha ne anaveze galloud ebet a-us dezhi estreget hini ar [[Pab]]. E-pad ur pennad e voe brasaet domani ar stad-se war-zu an hanternoz, diwar-goust [[Livonia]] hag [[Estonia]]. E [[1525]], dindan ren [[Roll mistri veur an Urzh Teutonek|diwezhañ Mestr Meur an Urzh Teutonek]], [[Albrecht Iañ von Brandenburg-Ansbach|Albrecht]], e teuas stad Marc’heien an Urzh Teutonek da vezañ [[Dugelezh Prusia]].
 
En amzer-hont ne veze graet nemet "''Prusia''" eus ar vro (''Preußen'' en alamaneg). Goude [[1772]], pa voe rannet Polonia, e voe lakaet kemm etre douaroù ar c’hornôg a oa bet e dalc’h Polonia, hag a voe graet Prusia ar C’hornôgC'hornôg anezhi, hag ar pezh a oa Prusia diagent hag a voe anvet hiviziken "''Prusia ar Reter''".
 
Etre 1772 ha 1829 hag etre 1878 ha 1945 e oa [[Proviñs Prusia ar Reter]] ul lodenn eus stad [[Rouantelezh Prusia|Prusia]]. [[Kaliningrad|Königsberg]] e oa ar gêr-benn.