Prusia ar Reter : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
'''Prusia ar Reter''' (''Ostpreußen'' en alamaneg) a oa ur vro en arvor gevred ar [[Mor Baltel]], etre an {{XIIIvet kantved}} ha dibenn an [[Eil Brezel-bed]]. Rannet eo an douaroù-se bremañ etre [[Rusia]] ha [[Polonia]].
 
==Istor==
Annezet e oa Prusia ar Reter gwechall gant ur bobl anvet Henbrusianed pe Borusianed, a gomze [[henbruseg]], ur [[yezhoù baltek|yezh valtek]]. Aloubet e voe bro ar bobl-se gant Marc’heien an [[Urzh Teutonek]] en {{XIIIvet kantved}}. Goude un hanter-kantved a [[Kroaziadegoù balt|emgannoù]] e voe kaset da get pobl an Henbrusianed ; goude-se e voe kristenaet hag alamanekaet tamm-ha-tamm ar re anezho a oa chomet bev. Gant an Urzh Teutonek e voe savet e Prusia ar Reter ur stad alamanek kristen ha ne anaveze galloud ebet a-us dezhi estreget hini ar [[Pab]]. E-pad ur pennad e voe brasaet domani ar stad-se war-zu an hanternoz, diwar-goust [[Livonia]] hag [[Estonia]]. E [[1525]], dindan ren [[Roll mistri veur an Urzh Teutonek|diwezhañ Mestr Meur an Urzh Teutonek]], [[Albrecht Iañ von Brandenburg-Ansbach|Albrecht]], e teuas stad Marc’heien an Urzh Teutonek da vezañ [[Dugelezh Prusia]].
 
Linenn 12 ⟶ 13:
Goude ar [[Brezel-bed Kentañ]] e voe rannet Prusia ar C’hornôg etre [[Polonia]] ([[Pomerania]]) ha [[Kêr dieub Danzig|Kêr zieub Danzig]] ([[Gdańsk]] bremañ). Evel-se en em gave dispartiet Prusia ar Reter diouzh Alamagn.
 
==Rannet==
Goude an [[Eil Brezel-bed]] e voe dismantret Prusia ar Reter ha rannet e voe ar vro etre Polonia, er c’hreisteiz hag [[URSS]] en hanternoz, gant kêr Königsberg, anvet hiviziken
Goude an [[Eil Brezel-bed]] e voe dismantret Prusia ar Reter ha rannet e voe ar vro etre Polonia, er c’hreisteiz hag [[URSS]] en hanternoz, gant kêr Königsberg, anvet [[Kaliningrad]] hiviziken. Skarzhet e voe an holl alamanegerien diouzh al lodenn norzh ha ne chomas ket kalz anezho er c’hreisteiz.