Herri II Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 16:
Eontr [[Katelin Navarra]], [[Yann Fois (1450-1500)]], [[beskont Narbonna]], en devoa embannet n'he devoa ket gwir e nizez da gaout an hêrezh abalamour d'al [[lezen salek]], pa ne oa ket bet anezhi gwech ebet en Navarra. Goulenn a reas ar gurunenn evitañ. Bec'h ha reuz a voe, betek ma voe sinet ar peoc'h e [[Tarbes]] en 1497.
 
Daoust da se e talc'has Yann Fois da stourm: klask a reas dimeziñ e verc'h, [[Germaine de Foix]], da [[Fernando II Aragon]], [[roue Aragon]], intañv goude marv e bried [[Izabel Iañ Kastilha]]. En 1505 e voe graet an eured.
Fernando a gasas e jeneral [[Ferdinand Alvare de TolèdeToledo, ducdug d'AlbeAlba|dug Alba]] da gemer [[Pamplona]] en 1512, ha goude-se, da aloubiñ [[Rouantelezh Navarra]] eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz: kement-se a lakaas ar pab [[Jul II]] da embann ur [[builh]] a-enep dezhañ. Herri a reas brezel dezhañ. Trec'het e voe, ma rankas plegañ ha chom da ren e [[Benafarroa]] nemetken.
 
En 1517, goude marv e vamm, e stagas da zivizout gant [[Carlos Iañ Spagn]], [[mab-bihan]] da Fernando, evit klask adkavout e rouantelezh, kollet an tri c'hard anezhi gantañ. Da gentañ en [[Noyon]] en 1516, ha goude en [[Montpellier]], en 1518, hogen ne reas ket berzh. En 1521 eta e klaskas adkemer e rouantelezh dre an nerzh. Skoazell a gavas digant ar roue gall Frañsez Iañ, c'hoant dezhañ gwanaat e enebour Carlos Iañ e kement stumm ma c'halle.
Soudarded gwaskon ha navarrat a voe kaset gant ar roue gall da Navarra, un tamm skoazell a voe eus perzh un nebeud kêrioù emsavet, ha kemeret e voe Navarra gante,ur pennadig hepken avat. E-lec'h kreñvaat o diazezoù ez eas ar C'hallaoued da lakaat seziz war gêr [[Logroño]]. Un armead 30.000 den a voe kaset gant Kastilha, ma voe ret d'ar C'hallaoued dilezel Logroño. Emgann a voe e [[Noáin]] en Mezheven 1521, ha trec'h e voe soudarded [[Kastilha]]. Adkemeret e voe Pamplona ganto. Goude-se e voe dalc'het da stourm c'hoazh e kastell Maya betek 1522 ha [[Hondarribia]] betek 1524.
 
En 1517, goude marv e vamm, e stagas da zivizout gant [[Carlos Iañ Spagn]], [[mab-bihan]] da Fernando, evit klask adkavout e rouantelezh, kollet an tri c'hard anezhi gantañ. Da gentañ en [[Noyon]] en 1516, ha goude en [[Montpellier]], en 1518, hogen ne reas ket berzh. En 1521 eta e klaskas adkemer e rouantelezh dre an nerzh. Skoazell a gavas digant ar [[roue gall]] [[Frañsez Iañ]], c'hoant dezhañ gwanaat e enebour Carlos Iañ e kement stumm ma c'halle.
Soudarded gwaskon ha navarrat a voe kaset gant ar roue gall da Navarra, un tamm skoazell a voe eus perzh un nebeud kêrioù emsavet, ha kemeret e voe Navarra gante, ur pennadig hepken avat. E-lec'h kreñvaat o diazezoù ez eas ar C'hallaoued da lakaat seziz war gêr [[Logroño]]. Un armead 30.000 den a voe kaset gant Kastilha, ma voe ret d'ar C'hallaoued dilezel Logroño. Emgann a voe e [[Noáin]] en Mezheven 1521, ha trec'h e voe soudarded [[Kastilha]]. Adkemeret e voe Pamplona ganto. Goude-se e voe dalc'het da stourm c'hoazh e kastell Maya betek 1522 ha [[Hondarribia]] betek 1524.
 
En 1523 e reas emglev gant ar [[roue gall]] [[Frañsez Iañ]] ha gantañ ez eas da [[Emgann Pavia]], e 1525, ma voent trec'het gant [[Carlos Iañ Spagn]].