Disivoud protestant : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 92 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q12562 (translate me)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''Disivoud protestant''' a zo un troc'h relijiel c'hoarvezet er [[katoligiezh|relijion gatolik]] e Kornôg [[Europa]] e penn-kentañ ar XVI{{vet}} kantved. Krouet eo bet gant ur manac'h [[alaman]], [[Martin Luther]]. Anvet e vez luterianed ar re a-heul kelennadurezh Luther. Ar [[gall]] [[Jean Calvin]], levezonet gant [[Ulrich Zwingli]], eo an eil den a-bouez en troc'h relijiel. Graet e vez kalvinourion eus diskibled Calvin. Ur rann ispisial eus ar brotestantiezh a voe krouet gant ar roue [[saoz]] [[Herri VIII (Bro-Saoz)|Herri VIII]], an [[Iliz Bro-Saoz|anglikanouriezh]].
== Orin:ur gudenn deologel rik, penaos tapout ar silvidigezh? ==
Ankeniet eo Luther rak barnedigezh Doue. Sevel a ra a-du gant [[Paol Tars]] a embannas:''Soñjal a ra deomp e vo savetaet mab-den gant ar feiz hep seveniñ al lezenn''. Tro 1512-1513 e verzh Luther un enebadur etre frazenn Paol ha soñjoù teologourion ar [[Krennamzer|Grennamzer]]: herveze ez eo ret gober traoù mat evit bout savetaet. E 1515-1516 e tegas Luther un doare all da gompren oberennoù Paol: ''ar feiz hepken a gont'', mab-den ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan, n'eus nemet Doue a c'hell e saveteiñ en ur reiñ ar feiz dezhañ.