Bibl : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Kemmoù 2.11.202.81 (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Aveldro
Dizober kemmoù 1509224 a-berzh Billinghurst (kaozeal) . just rm wordpress links
Linenn 41:
* E [[1827]] e oa bet embannet an droidigezh kentañ eus an ''[[Testamant Nevez]]'', troet gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg]], war c'houlenn pastored eus [[Kembre]], [[Thomas Price]] ha [[David Jones]]. Un droidigezh eus ar ''Bibl'' en e bezh gant ar Gonideg a voe embannet e [[1866]], goude e varv.
* E [[1847]] e voe embannet e Brest un droidigezh eus an ''Testamant Nevez'' gant ar pastor kembreat [[John Jenkins]] (1807-1872), a voe adembannet meur a wech. Sikouret e oa bet gant [[Gwilherm Rikou]], hag harpet gant ''Kevredigezh ar Bibl war an douar bras''.
* E [[1883]] e voe embannet troidigezh an ''Testamant Nevez'' adarre, graet gant ar pastor protestant[[Gwilh ar C'hoad]] (1845-1914). Ar ''Bibl'' en e bezh a voe troet gantañ goude hag embannet e [[1897]] gant an ''Trinitarian Biblical Society'', eus Londrez, en anv "Unvaniez Drinderian ar Bibl evit ar Vretouned". Liv brezhoneg Treger, ar yezh kaozeet gant Gwilh ar C'hoad, a gaver war an droidigezh-se. E [[2004]] e oa bet embannet ur stumm adwelet eus ar skrid-se, gant ''Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh'' a zo un aozadur kristen protestant avielour.
* Etre [[1953]] ha [[1981]] e voe embannet e ti [[Al Liamm]] ul lodenn euz an ''Testamant Kozh'' hag an ''Testamant Nevez'' en e bezh gant ur skipailh troerien, beleion gatolik, renet gant [[Maodez Glanndour]]. Troet eo diwar an destenn c'hresianek eus ar Bibl (Septuaginta)
* Etre [[1981]] ha [[1986]] e voe embannet e ti [[An Tour-Tan]] un droidigezh nevez, e pemp levrenn, eus an ''Testamant kozh'', troet gant [[Job Lec'hvien]] ha [[Per ar Gall]]. Un droidigezh ger-ha-ger eo tost da vat, diwar an destenn hebraek, o virout ar muiañ ma vez gellet urzh ar frazennoù en hebraeg.
* E [[2004]] e voe embannet gant [[Ti embann Minihi Levenez]] ''An Testamant Nevez, Kelou Mad Jezuz or Zalver'' troet gant Pierre Guichou. Un droidigezh diwar ar gresianeg ez eo, kempennet en ur brezhoneg na vefe ket re uhel.
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://embann.an.hirwaz.online.fr/documents/An_Testamant_koz.pdf / Bibl ar Gonideg (Testamant kozh)]
* [http://b.49bzh.monsite-orange.fr/index.html Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh]
* [http://bibl.monsite-orange.fr/ Ar Bibl protestant e brezhoneg]
 
{{Commons|Bible|Bibl}}