Plouzer krec'hin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Ar plouzañ krec'hen a zo un arz da reiñ ur stumm bev d'al loened marv. Ar vicher-se a vez anvet plouzer krec'hen pe plouzer. Doare Pal ar plouzañ krec'hen a zo krouiñ ..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar plouzañ krec'hen a zo un arz da reiñ ur stumm bev d'al loened marv. Ar vicher-se a vez anvet plouzer krec'hen pe plouzer.
 
===Doare===
Pal ar plouzañ krec'hen a zo krouiñ ur struktur pe ur [[skeledenn]] (e koad pe e metal) evit adsevel formoù ul loen. A-raok, an adsevel a veze graet d'an aliesañ e plouz, setu perak ez eus tu lavarout plouzer. Da c'houde e vez kivijet (tannée) ar groc'hen ha gwarezet e vez anezhi gant produoù kimiek. Evit echuiñ e vez lakaet kroc'hen al loen war ar struktur (pe ar skeledenn).
Evit reiñ muioc'h a vuhez d'al loened e vez implijet daoulagad e gwer' pe evit an teod peogwir n'ez eus ket tu mirout a-hed ar bloavezhioù (breinañ a ra).
 
===An dibourc'hegezh (dépouillage)===
Pal an dibourc'hegezh a zo tennañ kroc'hen al loen. Ret eo dibegañ ar groc'hen diouzh ar c'hig (chair) dousik-tre, goude-se ez eo ret tennañ pep tamm kig, eskern pe druzoni hag a chom stag mat ouzh ar groc'hen.
Holl lodennoù ar groc'hen a zo da vezañ miret.
Lodennoù 'zo ar skeledenn a c'hell bout miret. A-raok e veze miret ar c'hlopenn (crâne). Bremañ evit al laboused e vez laosket eskern an divaskell hag an divhar d'an aliesañ en o flas, dreist-holl evit ar re vihan.
 
===Ar c'hivijerezh (tannage)===
Pal ar c'hivijerezh a zo souplaat (assouplir) ar groc'hen evit ar savadenn, ha gwareziñ anezhi gant produoù kimiek, evit lakaat anezhi da vezañ divrein a-enep tagadennoù ar bakterioù, an togoù-touseg pe an amprevanned.
Ar groc'henn a vez trempet e-barzh produoù kimiek disheñvel evit mirout he liv orin.
 
===Stumm ar c'horf===
Ar stumm korf a zo ur benveg a sikour da adsevel furm al loen oc'h ober un dra bennak. E-penn kentañ e vezent graet d'an aliesañ e koad hag e plouz, bremañ emaint graet e houarn gant koad ha plastr.
 
===Lakaat ar groc'hen war ar stumm korf===
Lakaet e vez ar groc'hen war ar stumm korf, gant un tamm druzoni evit ma vefe aesoc'h da lakaat. D'an aliesañ ez eo ret kempenn touloù bihan a chom war ar groc'hen pe war ar stumm korf a-raok ar gwriadenn diwezhañ. Tu 'zo ivez sec'hañ, broustañ pe livañ ar groc'hen evit ma vefe hi bravoc'h.
Evit reoù 'zo evel ar pesked, eo aesoc'h ober ur vouladenn eus kroc'hen al loen diouzhtu (gant danvezioù e plastik soupl), aesoc'h eo ober-se evit ar plouzer krec'hen (met keroc'h eo). Ar vouladenn a vez implijet ivez evit kempenn lodennoù 'zo evel pavioù, dent, ur beg pe ur moj (groin).
 
===Istor===
Er ragistor, eo bet kavet teknikoù kentañ ar c'hivijerezh. A-hed ar bloavezhioù ez eo bet lakaet teknikoù all e pleustr evel an ambaomiñ (embaumement) gant an Egipsianed. Adalek ar XVIvet kantved, e veze implijet teknikoù nevez evit mirout korf ul loen marv degaset eus ur vro nevez disoloet.
Tro-dro 1748 eo bet klasket implijout ar plouzañ krec'hen a drugarez da labourioù Jean-Baptiste Bécoeur. E 1793, Louis Dufresne a zeu da vezañ plouzer krec'hen er muzeom broadel istor naturel.
Linenn 28:
Hiziv an deiz e vez klasket skañvat ha kreñvaat ar strukturoù.
 
===Pal===
Al loened hag a vez plouzet a zo d'an aliesañ evit diskouez er muzeomoù. Reoù all a zo plouzet evit tud 'zo hag o deus c'hoant mirout un eñvor eus ul loen marv pe c'hoaz evel eñvor ur chase.
 
===Stuzioù labour hag ar studioù===
Evit ober al labour-se ez eo ret bezañ vaksinet, dougañ manegoù ha kaout ur maskl a-enep d'ar produoù kimiek.