An ti Satanazet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
Er gazetenn bemdeziek ''[[Le Courrier du Finistère]]'' an hini eo e oa bet embannet (e [[1930]] ha [[1931]]) an ugent pennad a ya d'ober troioù-kaer an daou genderv-kompez Job ha Lom, bet savet gant [[Jakez Riou]], da gentañ-penn. Dindan stumm ul levrig kant teir fajenn ha tregont ennañ – '''An ti Satanazet''' an titl anezhañ – e oa bet embannet gant ''[[Skridoù Breizh]]'' e [[1944]] ; skeudennaouet e oa bet gant [[Pierre Péron]].
 
Adembannet e oa bet al levr e miz Gwengolo [[1999]] gant ''[[Brud Nevez]]'' hag e miz Gwengolo [[2012]] gant ''[[[[An Alarc'h (ti-embann)|An Alarc'h embannadurioù]]''.
 
Emañ Job ha Lom o chom e kêr Lanurgad ha krediñ a ra dezhe eo beuzet Herri, o eontr. Ha diwar neuze ne bado ket an daou istrogell gant ar c'hoant lakaat o c'hrabanoù war an hêrezh...evit d'o moereb bezañ bev c'hoazh ha yac'h-pesk. An ugent pennad :