Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Gouere : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D liammoù ruz |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1:
[[Restr:Leonardo da Vinci - Self-Portrait - WGA12798.jpg|right|thumb|Leonardo da Vinci treset gantañ e-unan]]
'''Leonardo da Vinci''' (1452 – 1519) a oa ur spered kaer a zen a veve en [[Italia]] da vare an [[Azginivelezh]]. Barrek e oa war meur a dachenn met anavezet eo dreist-holl evel [[livouriezh|livour]]. Bez’ e voe ivez [[Kizellañ|kizeller]], orfebour, soner, fizikour, skiantour, [[matematik]]our, ijinour, tisavour, douarour, mentoniour, [[Steredoniezh|steredoniour]], [[kimiezh|kimiour]], louzawour, soner, skrivagner... Da Vinci zo un den arouezus eus spered an Azginivelezh ha marteze unan eus an dud pouezusañ er mare-hont hag unan eus ar brasañ ijinourien en istor an denelezh.
Ganet e voe Leonardo e-kichen Vinci, ur gêr vihan nepell diouzh [[Firenze]], d'ar [[15 Ebrel|15 a viz Ebrel]] [[1452]]. Diskibl e voe d’al livour ha d’ar c’hizeller [[Verrochio]]. Tremen a reas ar braz eus e vuhez o labourat evit noblañsoù pinvidik eus [[Toskana]] hag eus broioù all Italia. Mervel a reas en [[Amboise]], e Bro-C'hall d'an [[2 Mae|2 a viz Mae]] [[1519]].
Un den ranell e oa Leonardo ha klask a ra gouzout hiroc’h atav, diwar-benn pep tra. Barrek e oa war al livañ hag an tresañ. E-touez e oberennoù anavezetañ e c’haller menegiñ taolennoù brudet-kaer dre ar bed a-bezh : ''[[Mona Lisa]]'' hag ''[[L'Ultima Cena (Leonardo)|ar Goan Diwezhañ]]''... Ijinañ a reas meur a vekanik, kalz eus e ijinadennoù ne gasas ket da benn, met gouzout a reomp, dre ar skridoù hag an tresadennoù a zo chomet war e lerc’h, war betra e oa bet o labourat. Soñjet en doa en ijinadennoù a voe kaset da benn kalz diwezhatoc’h, evel ar [[biñsaskell|viñsaskell]], an [[tank]], an [[harz-lamm]], ar [[robot]] pe c’hoazh [[gremm an heol]].
('''[[Leonardo da Vinci|muioc'h...]]''')
|