Vulkan : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 21:
===Ar gador aour===
Un deiz edo Junon o pourmen war an douar hag en em gavas gant div vagerez Vulkan. Pa welas ar bravigoù ken brav a oa gante e c'houlennas an doueez a belec'h e teuent. Respontet e voe dezhi e vezent graet gant ar bugel o devoa dastumet ha savet. Ha Junon da vont d'e gaout. Pa welas e oa tort ar bugel e komprenas e oa ar mab he devoa skoet e-maez an Olimp gant ar vezh. Kaozeal brav a reas ouzh he mab da c'houlenn bravigoù bravoc'h eget ar re a oa er c'hovel en-dro dezhi. Ha Vulkan, droug ennañ outi moarvat, d'ober dezhi ur gador aour. Plijout a ra ar gador brizius da Junon kenañ, hag azezañ a ra warni. Neuze eo stardet e-barzh ha n'hall ket tec'hel, Vulkan hepken a c'hall he dieubiñ. Fent o doe an doueeed, hervez Homeros, pa glevjont kaoz eus an abadenn.
==Pried==
Dimezet e oa bet d'ar [[Fulenn]] [[Aglaia (Fulenn)]] a-raok bout pried da [[Gwener (doueez)| Wener]]. En Ilias avet eo an doueez [[C'haris]] an hini e oa pried dezhañ.
<!--
Un jour, il apprend que son épouse, Vénus, le trompait avec Mars. Le mari trompé tisse un filet métallique invisible et les y enferme pendant leur sommeil. À leur réveil, tous les dieux de l'Olympe purent rire des deux amants pris au piège. Mais les dieux de l'Olympe se moquèrent aussi de Vulcain, le mari trompé.
|