Orhan Veli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Orhan Veli Kanık''' (13 a viz Ebrel 1914 – 14 a viz Du 1950), anavezetoc’h evel '''Orhan Veli''' hepken, a oa ur barzh turkek eus Istanbul. Mab e oa da Veli Kanık ..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 12 Mez 2013 da 14:54

Orhan Veli Kanık (13 a viz Ebrel 1914 – 14 a viz Du 1950), anavezetoc’h evel Orhan Veli hepken, a oa ur barzh turkek eus Istanbul. Mab e oa da Veli Kanık a oa penn laz-seniñ simfonek Prezidant Republik Turkia. Abred e krogas Orhan da skrivañ barzhoniezh. Goude ur bloavezh o studiañ prederouriezh er skol-veur ez eas d’ober meur a vicher : troer, kazetenner. Orhan Veli a zo unan eus ar re gentañ a skrivas gwerzennoù “dieub” e turkeg. Hollvrudet eo e oberenn e Turkia, gant barzhonegoù diwar-benn ar vuhez pemdeziek hag an dud vunut, eeun ha leun a fent. Treiñ a reas barzhoniezh c’hallek e turkeg ivez (Villon, La Fontaine, Baudelaire, André Breton). Mervel a reas da 50 vloaz hepken, goude kouezhañ en un toull er straed pa oa mezv.

Troidigezhioù

  • "Va jusqu’où tu pourras", Orhan Veli, traduit du turc par Elif Deniz et François Graveline
  • "Just for the hell of it", 111 poems by Orhan Veli Kanık, translated by Talat Sait Halman
  • "Orhan Veli Kanık Fremdartig / Garip", übersetzt von Yüksel Pazarkaya