Adeskell : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
An '''adaskell''' zo un askell a-raok kaletaet ha treuzfurmet en urzhioù [[amprevan]]ed zo, ar [[c'hwil]]ed (Coleopterae) hag an ([[Hemipterae]]) peurgetket.
 
Talvezout a ra an adeskell da wareziñ an eskell a-dreñv dindane, a vez implijet evit nijal. Pa ne nij ket an amprevaned e vez goloet an eskell gant an adeskell. Pa nijont e chomont savet ha difiñv evit reiñ lec'h d'an eskell.

E strolladoù amprevaned zo e vez staget an adeskell hag abalamour da se ne c'hall ket an amprevaned nijal. Gallout a reer menegiñ lod eus amprevaned eus kerentiad ar [[Carabidae|C'harabidae]] da skouer.
 
N'eus ket a reizhiad [[gwazhenn]]où ha [[kellig]]où en adeskell (evel ma'z int deskrivet gant ar [[reizhad Comstock-Needham]]) met peurliesañ o devez roudennoù, antoù a-hed ha rizennoù, etre an antoù-se. Gallout a ra an eskell bezañ levn penn-da-benn ivez pe kaout bosoù pe kreskennoù.
 
En isurzhiad an ''Orthopterae ensiferae'' (Evel ar [[Gryllidae|grilhed]] pe an [[ephippigerae]]) e stumm un doare "[[gwareg (sonerezh)|wareg]]" hag ur meni "[[plectrum]]" war an adeskell. Talvezout a reont d'ar grilhed da grikal o rimiañ an eil ouzh egile.
 
== Liamm diavaez ==
 
* http://aramel.free.fr/INSECTES5terter.shtml