Anatol ar Braz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 11 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q487523
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31:
E [[Kemper]] e krogas da zastum kanaouennoù pobl eus Breizh gant [[Fañch an Uhel]]. Kas a rae ivez studiadennoù da benn oc’h atersiñ peizanted ha moraerien eus ar vro, hag o tastum e-giz-se sonioù, marvailhoù ha mojennoù eus ar pobl. E [[1890]] e teuas er-maez Sonioù Breizh-Izel, skrivet gantañ ha gant Fañch an Uhel, a voe loreet gant ar priz Thérouanne.
 
Da-heul e enklaskoù e embannas ivez ''[[Mojenn an Ankou]]'' (''La Légende de la mort''), ''Sent Breizh hervez hengoun ar bobl'' (''Les Saints bretons d'après la tradition populaire'') hag ''E bro ar pardonioù'' (''Au Pays des pardons''). Siwazh ne skrivas e oberennoù nemet e galleg daoust dezhañ da vezañ dastumet anezhe e brezhoneg.
 
Marc'heg eus al [[lejion a enor]] e voe graet e [[1897]]. E miz Eost [[1898]] e teuas da vezañ prezidant an [[Kevredigezh Broadel Breizh]] krouet e [[Montroulez]] da-heul gouelioù. E [[1899]] e teu da vezañ ezel eus an [[Association des bleus de Bretagne]]. Kannad Breizh e voe en [[Eisteddfod|Eistezvod]] [[Kerdiz]] ha degemeret e voe da varzh gant an anv "Skrew ar Mor".