Alemanned : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 57 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q132990
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
E-pad pell e voe an Alemanned o vrezeliañ a-enep an [[Impalaeriezh roman]]. E [[268]] ez ejont war-zu [[Raetia]], [[Galia]] ha hanternoz [[Italia]], peogwir e oa bet tennet kalz a [[soudard]]ed roman eus harzoù an Impalaeriezh er broioù-se da vont da vrezeliañ a-enep ar [[Goted|C’hoted]]. Freuz ha reuz a voe graet ganto e Galia. Kontañ a ra [[Gregor a Deurgn]], en e ''Historia Francorum'', e oa bodet an Alemanned dindan ren o roue ''Chrocus'' hag ''e voe freuzet Galia a-bezh ganto ha distrujet an holl [[Templ|demploù]] a oa bet savet gwechall''. Setu penaos e tisplege kempredidi Gregor, er [[VIvet kantved]], ar rivinoù a c’hoarveze ganto gwelet en-dro dezho : evito e oa bet graet ar freuz-se gant argadegoù an Alemanned.
 
Ur wech trec’h war ar [[Goted|C’hoted]], an [[Impalaerien roman|Impalaer]] [[Gallienus]] a zeuas a-benn da lakaat an Alemanned da baouez. An Impalaer a zeuas war e lerc’h, [[Claudius II ar GotekGot|Claudius II Gothicus]], a oa bet trec’h da vat war ar [[Wizigoted]], a roas lamm d’an Alemanned en hanternoz Italia. Rankout a rejont distreiñ d’o bro orin.
 
Er c’hantved war-lerc’h e voe taget an Impalaeriezh meur a wech gant an Alemanned. E miz Genver [[366]] e voe treuzet ganto ar stêr [[Roen]], a oa skornet, da glask aloubiñ an Impalaeriezh roman.
Linenn 18:
 
== Kristenaat ==
[[Kristenaat|Kristenaet]] e voe an Alemanned, da vare ar [[Merovingidi|Verovingidi]] (etre ar {{VIvet kantved}} hag an {{VIIIvet kantved}}). Avielet e voent gant menec’h deuet eus [[Iwerzhon]], evel Sant [[Koulman]] pe e ziskibl [[Sant Gall]], en deus lezet e anv da [[kanton Sankt-Gallen|ganton]] [[Sankt Gallen]] e [[Suis]]. E-pad ur pennad e voe dalc’het o boazioù kozh ganto, e-kichen o relijion nevez. Hag en traezoù arz graet ganto e weler, mesk ha mesk, arouezioù kristen hag al loened azeulet ganto gwechall.
 
E [[585]], war a seblant, e [[Konstanz]], e voe savet an eskopti kentañ en o bro.
 
== Hiziv ==
Paouez a reas bro an ''Alemanned'' da vezañ ur vro diouti hec’h-unan pa voe aloubet gant ar Franked. Chom a reas disheñvel diouzh ar broioù all tro-dro e-pad pell koulskoude. Hiziv an deiz he deus dalc’het un tamm personelezh disheñvel ivez. Eno e komzer rannyezhoù [[yezhoù alemanek|rannyezhoù alemannek]], e [[Baden-Württemberg]] (Alamagn), e kornôg [[Bavaria]] (Alamagn), e [[Vorarlberg]] (Aostria), e [[Suis]] hag en [[Elzas]] (sellit ouzh [[yezhoù alemanek|Alemanneg]]).
 
Tra ma leze ar "Franked" o anv gant [[Frañs]] ha gant [[Franken]] (en Alamagn), e chome anv an "Alemanned" da envel ar bobl a reer anezho bremañ ''[[Alamaned]]'' e [[brezhoneg]], ''Allemands'' e [[galleg]] pe ''Alemánes'' e [[spagnoleg]].
 
[[Rummad:Istor Europa]]