Serbeg-ha-kroateg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Liammoù...
D liammoù all
Linenn 1:
Ar '''serbeg-ha-kroateg''', anvet c'hoazh bosneg/kroateg/serbeg (BKS), a zo ur [[yezhoù slavek|yezh slavek eus ar C'hreisteiz]], hag ar yezh pennañ e [[Serbia]], [[Kroatia]], [[Bosnia ha Herzegovina]], ha [[Montenegro]]. Diazezet eo war peder rannyezh disheñvel, hag a c'heller kompren kenetrezo.
 
Standardizet e oa bet ar yezh e kreiz an {{XIXvet kantved}}, a-raok ma vije eus Stad [[Yougoslavia]]. Adalek ar penn-kentañ e oa div genyezh disheñvel, an hini groatek hag an hini serbek. Pep a relijion disheñvel o deus Kroatiz ha Serbiz, hag a-hed an istor int bet enframmet en impalaeriezhoù disheñvel. Kemeret o doa doareoù lennegel un tammig disheñvel da standard dezho, daoust dezho bezañ diazezet o-daou war ar memes isrannyezh eus [[Herzegovina|Herzegovina ar Reter]], renket er rannyezh chtokaviat. Abaoe disparti ar stadoù a yae da ober kevredad Yougoslavia e voe savet ur standard bosniat da yezh ofisiel e Bosnia ha Herzegovina, hag emeur o sevel ivez ur standard dibar eus yezh Montenegro. Dre-se e vez anvet ar serbeg-ha-kroateg alies hervez ar genel: [[serbeg]], [[kroateg]], bosneg[[bosnieg]], hag [[montenegreg]] a-wezhioù montenegreg. En {{XXvet kantved}} e oa ar serbeg-ha-kroateg yezh ofisiel Rouantelezh Yougoslavia (hag anvet e veze "yougoslaveg"), ha goude unan eus teir yezh ofisiel Republik Kevreadus Poblel Yougoslavia. Diwar disparti Yougoslavia e cheñchas ar sell war ar yezh hervez ar mennozhioù politikel hag ar pobloù.
 
[[Rummad:Yezhoù slavek]]