Bosnieg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Liamm diabarzh
astennig
Linenn 1:
[[Restr:Bosanska gramatika.jpg|thumb|200px|Yezhadur bosnieg ([[Sarajevo]], 1890).]]
Ar '''bosnieg''' pe '''bosneg''' (''Bosanski jezik'') zo ur [[yezhoù slavek|yezh slavek]] a vez komzet e [[Bosnia ha Herzegovina]] dreist-holl. YezhUnan eus teir yezh ofisiel ar stad-se eo, gant ar [[serbeg]] hag ar [[kroateg|c'hroateg]]. War-dro 3&nbsp;500&nbsp;000 a ra gant ar bosnieg, enni hag er stadoù tro-dro<ref>[http://www.alsintl.com/resources/languages/Bosnian/ An Outline of Bosnian Language History]</ref>, ha komzet e vez gant [[Bosniaked]] dreist-holl.
 
Kar a-dost eo ar bosnieg d'ar [[serbeg]] ha d'ar [[kroateg|c'hroateg]]. Eus hollad ar yezhoù-se e vezed boas d'ober ''[[serbeg-ha-kroateg]]'', a-raok diskar [[Yougoslavia]] gozh. Neuze e raed ur yezh eus ar serb-kroateg hag ur rannyezh eus ar bosnieg. Yezhoniourien zo, en estrenvro, a zalc'h da welet an traoù en doare-se, ken tost ma'z eo an doareoù yezh-se, evel m'eo saozneg Bro-Saoz ha saozneg ar [[SUA|Stadoù Unanet]], da skouer. Hogen e skolioù hag e melestradurezh Bosnia ha Herzegovina int dispartiet.