Bombard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi.''' Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.</p>
<noinclude>[[Rummad:Patromoù kemennoù]]</noinclude>
[[Skeudenn:Bombarde chromatique.jpg|140px|thumb|left|Bombard kromatek e koad Ebena[[ebena]].]]
 
Ur [[benveg-seniñ]] eo ar '''vombard''', eus familh ar binvioù dre c'hwezhañ, a orin eus familh ar « c'hoadhuelennoù »(oboell). Implijet e vez ar vombard e [[sonerezh Breizh|sonerezh hengounel Breizhad]], ne vez kavet nemet e [[Breizh]], e lec'h ma vez implijet evit seniñ dre goublad pe e [[Bagad|bagadoù]]. Ral eo gwelet un talabarder o soniñ e-unan rak e goulenn ar benveg ur striv korfel bras a-walc'h a benn c'hwezhañ el lañchenn. Alies e son un talabarder gant ur [[binioù]] (bras pe bihan), rak e c'hall ar benveg-se c'hoari hep ober ehanoù.
 
[[File:Boris Grigoriev 22.jpg |thumb| ''[[Talabarder]] ha [[biniaouer]]'', gant [[Boris Grigoriev]]]]
==Lodennoù ur vombard==
Savet e vez ar vombard e teir lodenn: al lañchenn, ar c'horf hag ar pavilhon.
Linenn 32:
 
==Ar bombard, benveg brudet==
 
[[Skeudenn:Bombarde chromatique.jpg|140px|thumb|left|Bombard kromatek e koad Ebena]]
[[Matilin an Dall]] a zo unan eus an dalabarderien brudetañ. Ganet e oa e [[1789]] e [[Kemperle]], deuet eo da vezañ dall abred-tre, met kendalc'het en doa da seniñ. War-dro ar bloavezhioù 1815 e oa Matilin ur soner brudet dija, graet en deus eus ar vombard e vicher ha sonet en deus un tamm e pep lec'h heuliet gant [[Yann ar Chapel]], ar c'houblad-se en deus sonet asambles e pad un tregont bloaz bennak. Gouest e oa Matilin da seniñ tonioù hengounel Breizhad kement ha tonioù hengounel deus Pariz, seniñ a rae kement en euredoù hag e pardonioù ar rannvro, met seniñ a rae ivez er festoù labour-douar hag dirak an tudennoù politik. Pedet e oa bet da seniñ en "Tuileries" dirak ar roue Loeiz-Fulup kentañ, hag ivez dirak Napoleon III, a oa o weladenniñ Kemper e [[1858]]. Marvet eo [[Matilin an Dall]] (Mathurin Furic eus e anv gwir) e [[1859]] e-touez tan-gwall e di. Meur a ganaouenn ha meur a varzhoneg a zo bet savet diwar e-benn, hag n'eus ket pell 'zo, un vandenn treset.