Porzh an Ifern : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'Porzh an Ifern' zo ur romant brezhonek bet skrivet gant Youenn Olier hag embannet er gelaouenn Imbourc'h e 1982. ==An istor== Kontet eo an istor gant ur c..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Gou 2013 da 07:22

'Porzh an Ifern' zo ur romant brezhonek bet skrivet gant Youenn Olier hag embannet er gelaouenn Imbourc'h e 1982.

An istor

Kontet eo an istor gant ur c'helenner brezhonek, er XXIvet kantved, a zo kaset da labourat e Mur. Da geñver Gouel ar brezhoneg e kej ouzh un den kozh gwall iskis, anvet Eosten Kerveog, ha bet en Emsav gwezhall. En ul lec'h anvet Porzh an Ifern emañ o vevañ. Da heul meur a viz e tiviz ar c'helenner mont da weladenniñ al lec'h-se, gwall vrudet er bastell-vro. Degouezhout a ra en ur chapel gozh lakaet da vezañ un ti-annez, hag a-hed an nozvezh e kont Eosten Kerveog e vuhez kent dezhañ. Displegañ a ra perak e penaos e teuas da vezañ dedennet gant an Emsav, peseurt oberioù e kasas da benn evel stourmer marksat...