Ferdinando II Naplez : diforc'h etre ar stummoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Bot: Migrating 13 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q708932 (translate me))
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Ferdinando II d'Aragona''' pe '''Ferdinando II di Napoli''', lesanvet ''Ferrandino'', pe '''Ferdinant II Naplez''' ([[1469]]- [[1496]]), a voe [[roue Naplez]] goude dimeziñ d'he moereb (yaouankoc'h) ''Giovanna d'Aragona'', pe [[Janed Naplez (1478-1518)]]. Mab bastard da [[Alfonso II Naplez]], roue Naplez, ha da [[Ippolita Maria Sforza]] e oa.
 
Dilezel e garg a roue a reas e dad hag eñ an hini a voe lakaet da roue en e lec'h. Ken enebet e oa ar bobl ouzh e dad-kaer [[FerdinantFerdinando Iañ Naplez ]], hag ouzh e dad [[Alfonso II Naplez]] kemend-all, ma ne gare ket anezhañ ivez. Splann e voe kement-se pa deuas ar C'hallaoued er vro: prest e oa an noblañs koulz hag an arme hag ar bobl da sujañ kenkent d'ar roue gall [[Charlez VIII]].
 
Aloubet e voe kêr Naplez d'an 22 a viz C'hwevrer 1495. Met buan e voe kavet kalet rogoni ar C'hallaoued ha treiñ a reas ar bobl en o enep. En em sevel a reas tud Naplez ha kaset e voe ar C'hallaoued kuit. Neuze e voe galvet ar roue yaouank en-dro, a oa repuet en enez [[Ischia]].
Implijer dizanv