Aisopos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 12:
 
== Ar re wan ==
E danevell-vuhez Aisopos e vez kaoz atav eus ar [[c'hoarzh]] hag ar fent a ro tu d'an den gwan da drec'hiñ war an hini kreñv, d'ar sklaved da c'hounit a-enep o mistri. Sede e c'haller lavarout e oa diaraoger an ''diharoz'' (pe an ''haroz-kontrol'', mar karer), divalav ha dismegañset, dic'halloud, hag a zeu a-benn koulskoude d'en em dennañ eus ar gwallblegoù abalamour d'e ampartiz da ziskoulmañ ar c'hudennoù.
 
E [[komz-plaen]] e oa skrivet fablennoù Aisopos, hep klask bezañ traoù kaer, ken e lavaras [[Hegel]]: « E genoù ur sklav e krogas ar gomz-plaen » (''Kenedouriezh''). Kentañ dastumad fablennoù a voe a zo bet savet gant [[Demetrios Falereus]] war-dro [[-325|325 kent JK]]. Kollet eo bet an dastumad orin. An hini a oa anavezet gant [[Jean de La Fontaine]] e oa ennañ 127 fablenn.
Linenn 18:
Fablennoù Aisopos a vo troet e [[latin]] gant [[Phaedrus]]. Gant [[Babrias]] e voe graet re all en {{Eil kantved}}.
 
[[Planudes]], ur manac'h bizantinat eus ar {{XIVvet kantved}} a vrudas ur skrid anvet ''Buhez Aisopos'' diwar un dafar a oa eus ar {{Iañ kantved}} moarvat.
 
== Tud awenet gantañ ==