Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 29:
DOMINUS VOBISCUM
 
Ma dodennoù muiañ-karet a denn d'ar Relijion — deoliezh ha katekiz hag arall —, d'ar yezhadur, d'ar brederouriezh. Ned on ket evit padout gant an "tousegi", da lavarout eo ar falc'hunegerion (er gelaouenn [[Ar stourmer | ''Ar Stourmer'']] an hini eo e kaver ur pennad ''An tousegi'' an anv anezhañ enni, hag emaon a-du gant an hini henen skrivas), tud fallakr anezho...
 
Diskibl on da [[Youenn Olier]], [[Goulven Pennaod]] ha [[Abanna | Gwion Étienne]] a-fet arver ar yezh ha preder. Diforc'hioù a zo etrezo — pa deuler evezh war o doare d'emsoñjal war kraf ar gravez da skouer — hogen ar re-se o doa komprenet e oa ar brezhoneg ur benveg evit kizellat trolinenn Breizh da zont dre ur vegenn ; ha neuze o deus diorroet mat hon yezh ha laosket testennoù pouezus-kenañ da bouezañ en hon spered. Berr-ha-berr e c'hall an nen ober un emsaver ac'hanon ha neket ur Franton eo...