Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 37:
Soñjal a ra din ez eo torr-penn ha torr-revr al lennegezh vrezhonek peurliesañ. Chomet eo-hi stag ouzh ar bugaleaj gant disterachoù a seurt gant ar c'hontadennoù pe stag ouzh ar gozhni enoeüs — ken ez eo — gant ar buhezskridoù. A-dreuz lenn seurt oberennoù e krog ar c'hoant-huniñ ennon ha ral a wezh ez on aet betek penn diwezhañ ul levr brezhonek pa gaven hir va amzer gantañ...
 
Daou c'houronhour a anavezan el lennegezh a-vremañ : an aotrounez [[Bernez Tangi]] ha [[Koulizh Kedez]]. Neoazh, peogwir e komzont-i eus traoù hudur en un doare a vez hini an atahinourion, ar re-se o deus digoret oadvezh ar grennarded en hon yezh. Pezh 'zo mat rak nevezenti a zegas kement-se. Koulskoude, pezh a oa ur meni "dispac'h ar yaouankiz" zo koshaet mat bremañ : en tu arall da c'hwegont vloaz an daou gomper, evelkent...
 
Bugaleaj, oad-krenn, kozhni... Pegoulz e vo eus ul lennegezh hag a ziskouezfe ez omp antreet-tre e-barzh an oad-gour en hon yezh ?