Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
'''Fri-furch ac'hanoc'h !'''
 
P'emaoc'h amañ — hag emaoc'h, pemoc'h ! — ha p'emaomp ganti, na dortit ket rak lennadenn levr va buhez wikipediel !
 
Na chomit ket da yenañ war an treuzoù hanag e toull an nor, na da yarañ dirak gwellañ brezhoneger e rummad ! Ho kevarc'hiñ a ran a-greiz-kalon, tud mennet d'ober gant ar yezh e pep keñver ha war ar bemdez !
 
"''N'ho pez ket mezh ?''" a c'houlennit-huhoulenn an tousegi, gwall amparfal ha pilpouz ma 'z oc'hint.
 
''-Nann, mez 'zo e beg ar gwez.''
Linenn 29:
DOMINUS VOBISCUM
 
MaVa dodennoù muiañ-karet a denn d'ar Relijion — deoliezh ha katekiz hag arall —, d'ar yezhadur, d'ar brederouriezh, d'al lennegezh (gallek, latin, rusianek). Ned on ket evit padout gant an "tousegi", da lavarout eo ar falc'hunegerion (er gelaouenn [[Ar stourmer | ''Ar Stourmer'']] an hini eo e kaver ur pennad ''An tousegi'' an anv anezhañ, hag emaon a-du gant an hini en skrivas), tud fallakr anezho...
 
DiskiblUn diskibl ez on da [[Youenn Olier]], [[Goulven Pennaod]] ha [[Abanna | Gwion Étienne]] a-fet arver ar yezh ha preder. Diforc'hioù a zo etrezo — pa deuler evezh war o doare d'emsoñjal war kraf ar gravez da skouer — hogen ar re-se o doa komprenet e oa ar brezhoneg ur benveg evit kizellat trolinenn Breizh da zont dre ur vegenn a live stadel ; ha neuze e tiorrojont mat hon yezh ha laosket testennoù pouezus-kenañ da bouezañ en hon spered. Berr-ha-berr e c'hall an nen ober un emsaver ac'hanon ha neket ur Franton eo...
 
Gwell ganin sevel un niver dister a bennadoù eus an dibab, dedennus koulz ha deurus ken e vezont, gant notennoù ha skeudennoù leizh o c'horf eget kalfichat ur paot-mat a bennadoùigoù dizeur-meurbet, hep notenn ebet na skeudenn, evel ma ra gwikipedourion arall.
 
Soñjal a ra din ez eo torr-penn ha torr-revr al lennegezh vrezhonek peurliesañ., ne gav ket deoc'h ? Chomet eo-hi stag ouzh ar bugaleaj gant disterachoù a seurt gant ar c'hontadennoù pe stag ouzh ar gozhni enoeüs — ken ez eo — gant ar buhezskridoù pe al levrioù-beaj. A-dreuz lenn seurt oberennoù e krog ar c'hoant-huniñ ennon ha ral a wezh ez on aet betek penn diwezhañ ul levr brezhonek pa gaven hir va amzer gantañ...
 
Daou c'hourhouron a anavezan el lennegezh a-vremañ : an aotrounez [[Bernez Tangi]] ha [[Koulizh Kedez]]. Neoazh, peogwir e komzont-i eus traoù hudur en un doare hag a vez hini an atahinourion, ar re-se o deus digoret oadvezh ar grennarded en hon yezh. Pezh 'zo mat rak nevezenti a zegas kement-se. Koulskoude, pezh a oa ur meni "dispac'h ar yaouankiz" zo koshaet mat bremañ : en tu arall da c'hwegont vloaz an daou gomper, evelkent...
 
Bugaleaj, oad-krenn, kozhni... Pegoulz e vo eus ul lennegezh hag a ziskouezfe ez omp antreet-tre e-barzh an oad-gour en hon yezh ?
 
Ma !
 
An Arloz d'ho ambroug en ho imbourc'hioù war-du ar wirionez !
 
=="Fabris", "Fabriz" pe "Fabrig" ?==
Linenn 53 ⟶ 49:
En abeg ma labour an emsaverion evit adkavout hon yezh vroadel evel ma oa e barr he brud ha he buhez, ne c'hallont ket chom gant disoc'hoù ken gwan ha dipitus. Ha teurel evezh war ar ar gerdarzhadurezh a rankomp ober ; bout e teu an anv ''Fabrice'' eus al latin ''Fabricius'' ha kalz reishoc'h e vez skrivañ ''Fabrig'' evel ma teu ''Padrig'' eus ''Patricius''.
 
Neuze, war ar Wikipedia e vo sinet va c'hemennadennoù ''Fabrig'' ha neket ''Fabriz'' eo. "A ya, Fabriz Coupechoux ?" Siwazh ned eus ket tu da gemm pajenn an arverer a-fet titl hag anv ur wezh lakaet war wel hag enrollet hag, diwar-neuze, e chomo ar stumm ''Fabriz'' — a 'm boa dibabet d'ur mare ma oan nebeutoc'h desket war hon yezh — e penn ar bajenn-mañ...
 
==Evezhiadennoù yezhel==
 
Deuet omp a-benn da sevel ur yezh dispar ha skoueriek adalek perzhioù glanañ ha pinvidikañ ar rannyezhoù, a-ziwar an imbourc'hioù a-zivout an henvrezhoneg koulz hag ar c'hrennvrezhoneg kement ha dre an enklaskoù e-keñver an nevezc'herioù ; hogen e chom dipitus an doare toull ma ra an dud gant o fonologiezh. Da skouer e komz tud mennet d'ober gant ar peurunvan evel ma arverfent ar falc'huneg daonet : distagañ a reont [a] e-lec'h [ã] pa lenner "-añ" pe e tistagont [u] e-lec'h [ɔɥ] pa lenner "-où". Ac'h, kakac'h ! D'an tan d'an daoulamm ruz !
 
Evezhiadennoù-yezh talvoudus dedennus spletus deurus an arverer [http://www.projetbabel.org/forum/profile.php?mode=viewprofile&u=8300 ''Kenel ha Gwerin''] e anv, war ar forom ''Babel''. EvezhiadennoùBitrakoù fonologel dreist-holl a-enep da bidennoù 'zo.
 
==Loadoù brezhonek talvoudus==
 
Rouez al loadoù talvoudusfrouezhus o danvez :
 
*[http://alennebrezhoneg.wordpress.com/ A ! Lenn], burutelladennoù lennegel a-feson, daoust dezho da vout hiniennel kentoc'h eget skiantel hervez reolennoù ar burutellat lennegel klasel. Puilh ha troet kaer pluenn ar plac'h a ra war-dro al loadig-se. Ha traoù nevez da lenn alies a-walc'h ;
*[http://yabzh.com/ Ar gelaouenn Ya] e-men e kaver a bep seurt pennadoù skrivet mat pe welloc'h. Bourrus stumm al load. Siwazh e kaver an trefoedach gallaouek warni : petra riot ? Ar pennadoù skrivet gantañdrezañ ne vint ket lennet gant den, forzh penaos, rak dizeur int. Dedennus pennadoù [[Job an Irien]] a-hend-all ;
*[http://emglev.wordpress.com/ Ar gevarzhe Emglev an Tiegezhioù] ; ul load e brezhoneg penn-da-benn ha kristen war un dro.
 
Paneve ul load pe zaou n'anavezan ket c'hoazh marteze, ar peurrest zo kaoc'h-ki gwenn mat evit ar c'hon du, ha kon gwenn o defe ar foerell abaoe pell amzer anezho.
 
=="Kement ha klozañ" evel ma lavarfe [[Frañsez Favereau | an hini mourennek]]==
 
Ma !
 
An Arloz d'ho ambroug en ho imbourc'hioù war-du ar wirionez !