Kresteneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|Un nebeud kresteneged Ar c'hresteneged zo ur gevrennad artropoded (Crustacea), enni war-dro 52 000 spesad deskrivet. En o zouez e kaver loened ana...
 
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[skeudenn:Crustacea.jpg|thumb|Un nebeud kresteneged]]
Ar c'hresteneged zo ur gevrennad [[artropod]]ed (Crustacea), enni war-dro 52 000 spesad deskrivet. En o zouez e kaver loened anavezet mat evel ar [[krank|c'hranked]], ar [[grilh]]ed, ar [[chevretez]] ha kement zo.... Ar pep brasañ anezhe a vev en dour, en dour dous pe en dour sall, met lod anezhe a vev war an douar evel kranked zo, ar moc'h-koad ha re all. Goloet e vez o c'horf gant un [[ezrelegenn]] peurliesañ hag analiñ a reont war-bouez [[brenk]]où. [[Vic'haner]]ien int.
Ar pep brasañ zo gouest da fiñval o-unan met lod eus an taxaoù zo arvevat hag a vev staget ouzh ul loen all (evel ar bronnoù-krank, al laou-pesked pe ar [[pavilhon]]où), ha re all a vev evel ar [[garilied]], stag ouzh ar c'herreg.