Diforc'hioù etre adstummoù "Henri Delacoux de Marivault-Emeriau"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Henri Delacoux de Marivault-Emeriau''' a oa bet ganet d'an [[22 a viz Mezheven]] [[1821]] e [[Châteauroux]] hag aet e oa da Anaon d'ar [[26 a viz Du]] [[1910]] e [[Pariz]].
 
Tremenet en devoa e vicher a-bezh er morlu adalek [[1837]] betek ar [[14 a viz Genver]] [[1881]] ma oa bet aotreet da vont war e leve, goude bezañ bet anvet da gabiten lestr d'an [[2 a viz Kerzu]] [[1864]].
 
Goude m'en devoa Emile de Keratry roet e zilez e oa bet anvet e penn [[Kamp Koñli]] dre zekred ar [[7 a viz Kerzu]] [[1870]], bet roet dezhañ ar rez a jeneral rann-arme war un dro, en ur vont da drede pennrener Arme Breizh. Dindan e veli eo o devoa staget, d'an [[12 a viz Kerzu]] [[1870]], ar miliadoù a soudarded eus Breizh da guitaat ar c'hamp milliget-se a denne kentoc'h d'ur gêr fank.
46 039

modifications