The Byrds : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:The Byrds.jpg|thumb|right|250px|The Byrds]]
'''The Byrds''' zo anv ur strollad sonerien stadunanat hag a oa bet krouet e [[1964]] e [[Los Angeles]]. Er penn kentañ e oa bet savet ar strollad ''The Jet Set'' gant an tri soner folk [[Gene Clark]], [[David Crosby]] ha [[Jim McGuinn]], an holl anezhe levezonet-mat gant tonioù [[The Beatles]] ha [[Bob Dylan]] d'an ampoent. Degemeret e voe ar soner taboulin [[Michael Clarke]] gante e-kreiz [[1964]] kement hag ar soner mandolinenn [[Chris Hillman]] e miz Here. N'eo nemet e dibenn miz Du [[1964]] ma oa kemmet anv ar strollad e '''The Byrds''' da vat.