Pierre Louis Moreau de Maupertuis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q164374
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Skeudenn:PierreLouisMaupertuis.jpg|thumb|270px|right|Pierre-Louis Moreau de Maupertuis gwisket amañ gant feur e-pad e ergerzhadeg e Laponia]]
 
'''Pierre Louis Moreau de Maupertuis''' ([[7 Gouere|7 a viz Gouere]] [[1698]], [[Sant-MaloùYowan-an-Havreg]] — [[27 Gouere|27 a viz Gouere]] [[1759]], [[Basel]]) a oa [[matematikour]], [[astronomour]] ha [[bevoniour]].
 
Gantañ e voe lavariet [[pennreolenn an aktadur bihanañ]].
Linenn 9:
D'e ugent vloaz ez eas d'an arme ma teuas da vezañ letanant en ur rejimant marc'hegerezh ha studiañ a reas ar matematik war e amzer vak. Goude se e tilezas an arme hag e teuas da vezañ ezel eus [[akademiezh ar skiantoù]] e [[1723]]. E [[1728]] e reas ur veaj betek [[Londrez]] hag eno e voe dilennet kenseurt eus ar Gevredidezh Roueel (''[[Royal Society]]''). E [[1736]] e voe e penn an ergerzhadeg kaset gant [[Loeiz XV]] e [[Laponia]] evit muzuliañ hirder ur derez eus ar [[meridian]], ha goude e zistro e teuas da vezañ ezel eus holl gevredigezhioù skiantel Europa pe dost.
 
E [[1740]] ez eas Maupertuis da [[Berlin|Verlin]] war c'houlenn [[Frederik II a Brus]] ha kemer e reas perzh een [[emgann Mollwitz]] ma voe prizoniet gant an [[Aostria|Aostrianed]]. Goude bezañ dibrizoniet ez eas en-dro da Verlin, ha da Bariz da c'houde e-lec'h ma voe degemeret en en akademiezh c'hall. Goude bezañ bet o chom ur pennad e su Frañs evit ober war-dro e yec'hed a oa war ziskar, e varvas e [[Basel]]. En abeg d'e benn kalet e voe tabut etre eñ, [[Samuel Koenig]] ha [[Voltaire]] pergen.
 
==Levrioù==
 
Setu amañ e labourioù pennañ:
*''Sur la figure de la terre'' (Pariz, 1738)