Glaoda ar Prad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Glaoda ar Prad''', pe '''Klaoda ar Prad''' (skrivet "Klaoda 'r Prat" gantañ e-unan), ganet e [[Brest]] d'ar [[25 a viz Genver]] [[1875]], ha marvet e [[Vern-d'Anjou]] d'an [[13 a viz Ebrel]] [[1926]], a oa kelenner ha skrivagner [[brezhonek]]. Meur a anv-pluenn en doa: ''Pluenzir, Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou'', ha marteze ''Klaod Koz''. Eus [[Plougastell]] e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Desavet e voe e Plougastell, e Kerzadiou. Mont a reas da vevel da skol al [[Likez]], da Gemper. Met lakaet e voe war ar studi, ha goude kaset da zeskiñ ar vicher skolaer.
 
E-pad 23 bloaz e reas skol e [[Landivizio]]. Skol a reas evel-se da [[Jos-PerPêr ar Braz]] (barzh [[Dirlemm]]) ha Fañch Elies ([[Abeozen]]).
 
E 1905 e krogas da skrivañ brezhoneg, betek ma teuas ar brezel. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer [[Feiz ha Breiz]].