Bituriges : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 14 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q745145
Ober rannoù
Linenn 2:
Ar '''Bituriges''', pe ''Bituriges Cubi'' <ref>Ul lodenn eus pobl orin ar Vituriged, anvet '' [[Bituriges Vivisques]]'', a yeas eus korn-bro Bourges d’ober o annez en aber ar [[Gironde (aber)|Gironde]], goude dibenn [[Brezel Galia]]. S.o. [http://www.arbre-celtique.com/encyclopedie/bituriges-cubi-388.htm L’arbre Celtique]</ref>, pe ''Bituriged''<ref>''Notennou diwar-benn ar Gelted koz'', p. 149, p. 182</ref> a oa unan eus pobloù [[Galia]], diazezet er pezh zo bremañ departamantoù [[Cher (departamant)|Cher]] hag [[Indre (departamant)|Indre]]. ''Avaricum'' ([[Bourges]]) e oa o c’hêr-benn.
 
==Lec'hiañ==
En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ :
* [[Aedui]] er reter
Linenn 9 ⟶ 10:
* [[Lemovices]] er c'hreisteiz.
 
==Istor==
Hervez [[Titus Livius]] e oant bet unan eus pobloù galloudusañ Galia war-dro [[-600|600 kent JK]] <ref>Titus Livius, ''Ab urbe condita libri'', levrenn V, 34.</ref>.
 
Linenn 16 ⟶ 18:
En [[Eil kantved]] goude JK e oa bro ar Bituriges e proviñs [[Gallia Aquitania]].
 
==An anv==
Talvezout a rae o anv ''Bituriges'' kement ha « rouaned ar bed », diwar an div elfenn c'halianek ''bitu-'', « bed », ha ''rix, riges'' « roue, rouaned » <ref>Pierre-Yves Lambert, ''La langue gauloise'', Errance, p. 36, p. 25</ref>. Eus an anv Bituriges eo deveret anv kêr [[Bourges]] ha hini proviñs [[Berry]].