Boukaner : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Pyle pirate handsome.jpg|thumb|right|Ur boukaner (titl : ''Buccaneer of the Caribbean'') ijinet gant [[Howard Pyle]], en e levr ''Howard Pyle's Book of Pirates'']]
Ur '''boukaner''' (eus ''boukan'', [[grilh]] pe kloued koad, kig mogedet e rannyezh indianed an [[Inizi Karib]]) a zo da gentañ penn anv ur chaseour a chasee [[ejen]]ed gouez e koadoù Enez [[Hispaniola]] ([[Saint-Domingue]] gouez d'ar C'hallaoued) pe en ouf [[San Francisco de Campeche|Campeche]], war [[douar-bras]] [[Amerika]], hag a ''voukane'' (da lavaret eo sec'hiñ ha mogediñ) ar c’hig anezho. En enez [[La Tortue]] e werzhent o marc'hadourezh avat pa ne deue ket ar brenerien d'o bete.
 
Ledanaet e voe implij ar ger, hag e voe implijet evit taolenniñ an holl vorlaeron a voe kavet stank en [[Amerika]]. Al lod brasañ anezho a oa kantreidi c’hall pe norman hag en em stalias en enezenn e dibenn ar XVI<sup>vet</sup> kantved, padal e oa perc’hennet Saint-Domingue gant ar [[Spagnol]]ed. Eno e prientent krec’hin an ejened hag e werzhent anezho en [[Europa]]. Daoust ma voe peurlazhet an holl ejened-se gant ar Spagnoled e chomas boukanerien en enezenn hag e krogjont da breizhata war vor. Ma c'hoarveze dezho kemer perzh en un ergerzhadeg bennak, ne oa ket o obererezh pennañ avat. <br />