Dereadegezh (yezhoniezh) : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
Neal (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 9:
Gant ar [[yezhoniezh]] a-vremañ avat e klasker [[Deskrivelezh (yezhoniezh)|deskrivañ]] reolennoù mont-en-dro gwirion ar yezhoù hep lâret hag-eñ eo "reizh" pe "mat" an doare ma vez implijet pe get.
Evit yezhoù 'zo ez eus savadurioù arbennik e karg eus reolennoù normativel ar yezh. Savadurioù ofisiel e c'hellont bezañ, anavezet evel-hen gant ar gouarnamantoù pe zoken krouet war-eeun gante evel da skouer [[Bòrd na Gàidhlig]] evit [[gouezeleg Skos]], pe c'hoazh nann-ofisiel evel da skouer [[Kesva an Taves Kernewek]] evit ar [[Kerneveureg|c'herneveureg]].
A-wezhoù e talvez an ensavadur evit ar yezh en he fezh, evel da skouer ar [[Real Academia Española]] ("Akadamiezh Rouantel ar Spagnoleg") ganti skourroù e 21 bro disheñvel, ha gwezhoù all ne dalvezont nemet evit ur [[yezh lieskreizennel]] en ur vro resis evel da skouer an [[Académie française]].
Setu un nebeut skouerioù all:
* ar [[Fryske Akademy]] ("Akademiezh ar frizeg") evit ar [[frizeg]] e [[Friz]];
* [[Te Taura Whiri i te Reo Māori]] ("Kuzul ar maorieg") evit ar [[maorieg]] e [[Zealand-Nevez]];
* [[Foras na Gaeilge] evit an [[iwerzhoneg]] en su ha norzh [[Iwerzhon]];
* [[Il-Kunsill Nazzjonali ta' l-Ilsien Malti]] ("Kuzul Broadel ar Malteg") evit ar [[malteg]] e [[Malta]];
* [[Dewan Bahasa dan Pustaka]] ("Savadur evit ar Yezh hag al Lennegezh") evit ar [[malayeg]] e [[Malaysia]] ha [[Brunei]];
* [[Türk Dil Kurumu]] ("Kevredigezh an Turkeg") evit an [[turkeg]] e [[Turkia]];
== Gwelit ivez: ==
|