Embannadurioù Al Liamm : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
degas an danvez tennet eus ar pennad Al Liamm
Linenn 1:
'''Embannadurioù Al Liamm''' zo un ti-embann brezhonek krouet gant [[Ronan Huon]], stag ouzh ar gelaouenn [[Al Liamm]].
 
 
Asambles gant ar gelaouenn, skipailh Al Liamm en deus meret un obererezh embann brezhonek eus ar re bouezusañ, p'o deus klasket heuliañ an hent boulc'het gant [[Skridou Breiz]], an [[ti-embann]] meret gant [[Florentin Goinard]], hemañ tost ouzh [[Strollad Broadel Breiz]]. Prenet en deus Ronan Huon e [[1959]] an holl levrioù brezhonek a oa bet chomet e [[kerz]] ar merour.<br>
 
E [[1957]] e seblant bezañ bet yezh kentañ an embannerezh p'eo bet lakaet e gwerzh ''[[Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all]]'' gant [[Jakez Riou]] ha trede embannadur ''Grammaire bretonne'' (Yezhadur brezhoneg) gant [[Roparz Hemon]] (an embannadurioù kentañ dindan anv Skridou Breiz e 1940 ha 1948).<br>
En Al Liamm e fizias Roparz Hemon, hag eñ harluet en Iwerzhon, un darn vras eus e [[oberenn]] hag an darn vuiañ eus ar [[romant]]où hag an [[danevell]]où skrivet gantañ.
 
Embannerezh [[geriadur]]ioù, [[hentenn]]où (''Cours élémentaire de breton'' ha goude ''Méthode rapide de breton'') ha [[yezhadur]]ioù Roparz Hemon zo bet ul labour a-bouez, koulz e-keñver ledanaat implij ar brezhoneg ha degas arc'hant d'an embanner. Pa veze moullet 500 skouerenn eus ul levr faltazi gwerzhet e-pad dek vloaz e veze gwerzhet kantadoù a levrioù deskiñ e levrdioù kar-o-bro ha dre lizher gant an Dimezell [[Jeanne Queillé]] o chom e [[Gwengamp]].
 
 
E 1999 e oa bet adkemeret gant [[An Here]]. Pan eas An Here d'ar strad e 2001 e voe adstaget ouzh ar gelaouenn.
Linenn 5 ⟶ 14:
==Embannadurioù==
E-touez ar re vrudetañ:
*c'hoariva [[Tangi Malmanche]] ha
*oberennoù [[Roparz Hemon]]
*dastumadoù danevelloù [[Yann Gerven]]
*Geriadurgeriadur divyezhek Roparz Hemon ha [[Ronan Huon]]
*[[Emgann Kergidu (romant)|Emgann Kergidu]], gant [[Lan Inizan]], kentañ romant embannet e brezhoneg
*[[E skeud tour bras Sant Jermen]], gant [[Yeun ar Gow]]
*oberennoù [[Jarl Priel]]
*danevelloù [[Abeozen]]
 
[[Rummad: Tier-embann brezhonek]]
 
 
[[Rummad: Embannerien vrezhonek]]
 
 
[[fr: Al Liamm]]