Hélène Jegado : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
==Penn-kentañ he buhez ha torfedoù kentañ==
Ganet e voe Hélène Jegado en un ti-feurm e-kichen [[An Oriant]]. He zad a oa bet en arme ar jeneral chouan [[Jorj Kadoudal (chouan)|Jorj Kadoudal]]. Mervel a reas he mamm pa oa-hi seizh vloaz. Kaset e voe neuze da labourat evel matezh e presbital [[Bubri]], ma laboure div voereb dezhi. Goude-se e teuas da vezañ keginerez e [[Gwern]].
 
Soñjal a reer e krogas da ampoezoniñ tud e [[1833]] pa oa o labourat evit François Le Drogo e Gwern. Dindan tri miz, etre an [[28 a viz Even]] hag an [[3 a viz Here]] e varvas trumm seizh den : tri den eus an tiegezh, ar beleg en o zouez, hag ivez c'hoar Hélène Jegado hag a oa deuet d'ober ur weladenn. Ken trist e voe Hélène Jegado gant an darvoud ken ne voe tamallet netra dezhi. E [[1832]] e oa bet ar c'holera oc'h ober e reuz, marteze e voe soñjet e oa reizh e varvfe tud neuze.