Piet Pieterszoon Hein : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Piet Pieterszoon Hein''' (25 a viz Du 1577 – 18 a viz Mezheven 1629) , pe ''Piet Hein'' hepmuiken, a oa un ofiser a vor eus an Izelvroioù hag un haroz broad..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
skeudenn + kempenn
Linenn 1:
[[Restr:Piet Hein.jpg|thumb|Poltred Piet Hein - taolenn eus 1629, diwar un daolenn goshoc'h gant Jan Daemen Cool]]
'''Piet Pieterszoon Hein''' (25 a viz Du 1577 – 18 a viz Mezheven 1629) , pe ''Piet Hein'' hepmuiken, a oa un ofiser a vor eus an [[Izelvroioù]] hag un [[haroz broadel|haroz]] e voe e-pad [[Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz]] etre ar [[Proviñsoù Unanet]] ha [[Spagn]].
 
==E vuhez==
Ganet e voe Piet Hein e Delfshaven (a zo bremañ ul lodenn eus [[Rotterdam]]), mab d’ur c’habiten a vor ha dont a reas da vezañ moraer yaouank a-walc’h. Skrapet e voe war vor gant ar Spagnoled ha galeour e voe e bourzh listri spagnol etre 1598 ha 1602. Neuze e voe dieubet, en eskemm ouzh prizonidi spagnol. Etre 1603 ha 1607 e voe prizoniet gant Spagnoled adarre, tapet ma oa bet ganto dirak aodoù [[Kuba]].
 
E 1607 e stagas da labourat evit [[Kompagnunezh Nederlandat Indez ar Reter]] ha distreiñ a reas eus [[Azia]] gant ar rez a gabiten, pemp bloaz war-lerc’h.
 
E 1623 e teuas da vezañ besamiral evit [[Kompagnunezh Nederlandat Indez ar C’hornôg]] (West-Indische Compagnie , WIC) ha mont a reas d’an [[Antilhez]]. E [[Brazil]], ma klaske tud eus an [[Brazil izelvroat|Izelvroioù en em ziazezañ]], e kemeras kêr [[Salvador (Bahia)|Salvador]] digant Portugaliz. Er bloavezh 1627 e voe tapet gantañ meur a lestr kenwerzh eus Portugal hag a gase [[sukr]] da Europa.
 
E 1628 e kemeras perzh en un argad a-enep arur strollad listri spagnol hag a gase [[Arc'hant (metal)|arc’hant]] eus [[Suamerika]] da Europa. Pemzek lestr spagnol a voe tapet e Bae [[Proviñs Matanzas|Matanzas]], war aod norzh Kuba. Gant Piet Hein e voe preizhet berniadoù [[aour]], arc’hant ha madoù all hag a dalveze en holl kement hag 11 milion a [[gulden|florinoù]]. Brasañ trec’h an Izelvroioù a-enep Spagnoliz e voe [[Emgann Bae Matanzas]]. Pa zistroas Hein da Rotterdam e 1629 e voe degemeret eno evel un haroz, ha gant e breizh e voe gallet arc’hantañarc’hantaouiñ morlu an Izelvroioù e-pad 8 miz.
Anvet e voe da letanant-amiral e miz Meurzh 1629 hogen mervel a reas un tammig diwezhatoc'h er bloavezh-se, en un emgann a-enep kourserien eus [[Dukark]]. Beziet e voe en [[Oude Kerk (Delft)|Oude Kerk]] e [[Delft]].
 
==Liammoù diavaez==