Lucy in the Sky with Diamonds : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4:
 
==Istor ar ganaouenn==
Kanet gant [[John Lennon]], savet e oa bet gerioù ar ganaouenn-mañ gantañ ivez ha gallout a reer lavaret o devoa graet d'an teodoù mont en-dro ha da bluennoù ur bern kazetennerien pennfolliñ. Oc'h ober gant pennlizherennoù gerioù 'zo aneus titlhe anezhizitl – '''L'''ucy in the '''S'''ky with '''D'''iamonds – e soñje da lod e veze roet da gompren e oa kaoz eus an L.S.D. (''Lysergic acid diethylamide'' e saozneg). Daoust ha ma oa Lennon sot ken e oa gant an dramm d'an ampoent en devoa roet ar memes displegadenn atav : awenet e oa bet diwar un dresadenn bet savet er skol gant e vab [[Julian Lennon|Julian]] e penn kentañ [[1967]]. Hemañ en devoa displeget d'e dad e oa ur vignonez dezhañ, [[Lucy O'Donnell]] hec'h anv, war an dresadenn, ''en oabl'', ''gant diamantoù''.
 
Gwir eo e oa peadra d'en em c'houlenn eus pelec'h e teue gerioù ken huñvreel ar ganaouenn petra bennak ma plije kalz an dreistgwirvoudelezh, oberennoù gant [[Lewis Carroll]] da Lennon kement ha c'hoari gant ar gerioù.