Adelbert von Chamisso : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizhañ liamm diabarzh
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
 
E-touez e vignoned tost emañ an Itron de Staël hag asambles ganti ez ay da gCoppet e Bro-Suis en harlu. « Gall on e Bro-Alamagn, Alaman e Bro-C’hall, katolik e-touez ar Brotestanted ha protestant gant ar Gatoliked, prederour o vezañ gant tud a relijion ha paterer gant an dud hep rakvarnioù, un Aotrou e-touez an dud desket ha savant gant ar re voutin, jakobin gant tud an noblañs hag e-touez an demokrated, un den-jentil, un den eus amzervezh ar Rouanelezh ; e pep lec’h ez on un estrañjour. Ar c’hoant start 'm eus da vriata an holl (anezho), ha pep tra o tiflipat. Maleürus on. » (1810) : sed aze pezh a zisklêr Chamisso dezhi evit displegañ e stad hag e demz-spered. Un harluad eo bepred, ur foeter-bro a nac’h dalc’hmat an doare aezetañ da ren ur vuhez.
E-pad an daou vloaz ma chomo e Suis e ouestlo e amzer da studi al louzawouriezh. E 1812 e tistro da vBerlin lec’h ma kendalc’h gant e enklaskoù skiantel. E-pad an hañv 1813 e skriv e bennoberenn ''Peter Schlemhil wundersame Geschichtel'' (troet gant [[Roparz Hemon]] e 1934 evit [[Gwalarn (gelaouennkelaouenn)|Gwalarn]] dindan an anv : ''An den a gollas e skeud''), istor un Doktor Faust a-vremañ, kollet e skeud gantañ, kondaonet da foetañ-bro evit e gavout endro, tudenn-arouez an aozour neblec'h en e di. Ar ger ''Schlemhil'' a vez graet ganti e [[yiddisheg]] evit komz eus un den kollet ar chañs gantañ, met a dremen diouti.
 
« Evel kalz oberoù brudet, istor Peter Schlemhil a c’hell plijout war un dro d’ar re yaouank, na welont ennañ nemet un arridennad darvoudoù marzhus, ha d’ar re goshoc’h, a zo barrek da zivinout ster kevrinus ar ger ''skeud'', ha da heul da veizañ mennad kuzh an danevell » a skrive Roparz Hemon e rakskrid embannadur ''Gwalarn'' e 1934.