Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 44 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q152004 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Wotp.en.svg|300px|thumb|Kartenn a ziskouez ar cheñchamantoù harzoù goude ar brezel]]
 
'''Brezel ar Meurvor Habask''' (e spagnoleg '''Guerra del Pacífico''') a darzhas e kornôg [[Suamerika]] adalek [[1879]] betek [[1883]]. Brezel a voe etre [[Chile]] ahag stourmasarmeoù ouzh [[Bolivia]] ha [[Perou]]. Daoust da gevredadenn an teir bro er [[brezel an inizi Chincha |brezel a-enep Bro-Spagn]] e savas tabutoù buan [[tabut]] diwar-benn proviñsoù puilh ar c'hailh enno e Peroù, [[proviñs Tarapaca]], Tacna, hag Arica, ha [[proviñs bolivian Antofagasta]], e Bolivia. An embregerezhioù chilean, korvoet gante gweleadoù ar c'hornadoù-se, a oa gourdrouzet o mad pa oa broadelet holl vengleuzioù nitrat Tarapaca gant Bro-Berou, ha pa savas Bolivia un tell 10 % war nitrat Antofagasta hag ar gompagnunezh hent-houarn. Atizet e voe ar brezel gant un tabut etre Chile ha Bolivia diwar-benn ul lodenn eus [[gouelec'h Atacama]].
 
Kregiñ a reas ar brezel d'ar 14 a viz C'hwevrer 1879 pa oa kemeret porzh ha kêr Antofagasta gant an arme chilean, goude gourdrouz Bolivia da lemel perc'henniezh kompagnunezh nitrat chilean Antofagasta. Perou a glaskas mont da dredeog, met pa zisklêrias Bolivia e oa e stad a vrezel e trenkas an traoù. Bolivia a c'houlennas gant Perou he skoazellañ hervez an emglev kendifenn Perou-Bolivia, tra ma c'houlenne Chile e tisklêrfe Perou diouzhtu e oa neptu. D'ar 5 a viz Ebrel, goude eneberezh Perou ouzh ar goulenn-se e tisklêrias Chile ar brezel d'an div vroad.