Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883) : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3:
'''Brezel ar Meurvor Habask''' (e spagnoleg '''Guerra del Pacífico''') a darzhas e kornôg [[Suamerika]] adalek [[1879]] betek [[1883]]. Brezel a voe etre [[Chile]] hag armeoù [[Bolivia]] ha [[Perou]]. Daoust da gevredadenn an teir bro er [[brezel an inizi Chincha |brezel a-enep Bro-Spagn]] e savas buan [[tabut]] diwar-benn proviñsoù puilh ar c'hailh enno e Peroù, [[proviñs Tarapaca]], Tacna, hag Arica, ha [[proviñs Antofagasta]], e Bolivia. An embregerezhioù chilean, korvoet gante gweleadoù ar c'hornadoù-se, a oa gourdrouzet o mad pa oa broadelet holl vengleuzioù nitrat Tarapaca gant Bro-Berou, ha pa savas Bolivia un tell 10 % war nitrat Antofagasta hag ar gompagnunezh hent-houarn. Atizet e voe ar brezel gant un tabut etre Chile ha Bolivia diwar-benn ul lodenn eus [[gouelec'h Atacama]].
==Deroù==
Kregiñ a reas ar brezel d'ar [[14 a viz C'hwevrer]] 1879 pa
Ar brezel eus an [[nitrat Potassiom|holen-moger]]-se a badas pemp bloaz e tachennoù disheñvel evel [[Gouelec'h Atacama]], gouelec'hioù Perou ha broioù meneziek. Kentañ emgann ar brezel e voe [[emgann Topáter]]. E-doug ar pep brasañ eus ar bloavezh kentañ he doe ar brezel war vor ar pouez brasañ, rak Chile a stourme da sevel un hent mor da adpourveziñ he soudarded er gouelec'h sec'hañ er bed. Gant morlu Perou ez eas an tu kreñv da gentañ met trec'h e voe morlu Chile. Da c'houde e trec'has Chile armeoù Bolivia ha Perou, sterniet fall. Faezhet e
Chile a c'hounezas tammoù eus Perou ([[Departamant Tarapacá (Perou)|Tarapacá]]), arvor Bolivia (ar pezh a bellae Bolivia diouzh ar mor), hag e talc'has e-pad ur prantad proviñsoù [[proviñs Tacna|Tacna]] hag [[proviñs Arica (Perou)|Arica]]. E 1904 e sinas Chile ha Bolivia un "[[emglev peoc'h ha mignoniezh (1904)|emglev peoc'h ha mignoniezh]]" a ziazeze o harzoù da viken.
|