Braunschweig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 66 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q2773 (translate me)
Sklaeraat
Linenn 1:
{{adkas|Braunschweig}}
[[Restr:Braunschweig Kohlmarkt.jpg|thumb|250px|''Der Kohlmarkt'', "marc'had ar c'haol", e Braunschweig]]
'''Braunschweig''' (distaget [ˈbʁaʊnʃvaɪk] en alamaneg), anvet ''Brunswiek'' en [[yezhoù saksekalamanek izel|alamaneg-izel]], hag eleze ''[[Brunswick]]'' e galleg hag e saozneg, zo ur gêr e stad [[Stadoù Alamagn|alamanstad]] [[Saks-Izel]] (pe ''[[Niedersachsen]] '')., en [[Alamagn]].
 
Emañ en hanternoz d’ar menezioù [[Harz]], e-kreiz ar rannvro zo er reter da [[Hannover]], kêr-benn Saks-Izel, hag an eil kêr vrasañ eo er stad.
 
Ar menegoù koshañ eus Braunschweig er skridoù zo eus an {{IXvet kantved}}. Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e oa unan eus kêrioù bras an [[Hansa]], kevre marc’hadourien hanternoz Europa. DreGant ar stêrioù [[Oker]], [[Aller]] ha [[Weser]] eo liammet ouzh [[Mor an Hanternoz]]. Ouzhpenn bezañ ur greizenn genwerzhel ha politikel, e voe ur greizenn sevenadurel a bouez ivez. Koll a reas eus he fouez tamm-ha-tamm, dre ma oa hanter-hent etre div gêr vrasoc’h, Hannover ha [[Berlin]]. En {{XIXvet kantved}} e oa kêr-benn [[Dugelezh Braunschweig]], unan eus stadoù an [[Impalaeriezh Santel Roman]] hag [[Impalaeriezh Alamagn]] war he lerc’h. Goude ar [[Brezel-bed kentañ]] e teuas da vezañ kêr-benn [[Stad Dieub Braunschweig]], unan eus stadoù [[Republik Weimar]]. Distrujet e voe kalz savadurioù eus kêr e dibenn an [[Eil Brezel-bed]] (miz Here 1944).
 
Anavezet eo Braunschweig hiziv evel kêr ar skiantoù hag an enklaskerezh.