Shanawdithit : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lamet kuit eo bet ar restr ''Shanawdithit.jpg'' peogwir e oa bet diverket war Commons gant INeverCry
Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 2:
Sellet a reer ouzh '''Shanawdithit''' ([[1801]] – [[6 Mezheven]] [[1829]]), pe '''Nancy April''', evel ezel diwezhañ ar bobl [[Beothuk]] e [[Douar-Nevez]].
 
Ganet e vije bet e 1801. Goude pakadeg [[Demasduwit]] pe Mary March, moereb Shanawdithit, e 1819, e tec'has kuit ar re vBeothuk a chome. Mervel a reas he zad e-pad amzer-nevez 1823 o kouezhañ dre ar skorn pa oa o klask achap ouzh chaseourien. Naon du dezho hag hep gwarez, Shanawdithit, he mamm hag he c'hoar a zivizas mont d'an trevadenner tostañ, un traper anvet William Cull, evit klask damant. Kaset e voe an teir maouez da [[St. John's (Douar-Nevez ha Labrador)|St. John's]] e lec'h ma varvas ar vamm hag ar c'hoar gant an [[torzhellegezh|dorzhellegezh]].
 
Shanawdithit, adanvet Nancy, a oa kaset da Exploits Island ha labourat a reas evel matezh e ti John Peyton Jr. Kaset e oa en-dro da St. John's e Gwengolo 1828 gant [[William Cormack]] hag a lakaas war paper ur bern traoù a voe lavaret ganti diwar-benn he fobl. E emell Cormack e chomas betek he disparti eus Douar-Nevez e penn-kentañ 1829. Kemeret e oa war kont ar pennprokulor James Simms e lec'h e tremenas an nav mizvezh a chome gant he buhez.