John Cabot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 45 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q85642
Reizhañ liamm diabarzh, stummañ
Linenn 3:
'''John Cabot''' (''Giovanni Caboto'' en [[italianeg]]) ([[1440]]-[[1498]]), a oa ur moraer hag un [[Roll an ergerzherien|ergerzher]] eus [[Venezia]] e servij [[Bro-Saoz]].
 
==An den==
Dianav a-walc’h eo lec’h ganedigezh Cabot : evit tud zo e vije bet genidik eus [[Genova]] hag evit tud all e vije bet ganet e-kichen [[Naplez]]. Mont a reas da vevañ da Venezia da-heul e dud pa oa yaouank c’hoazh ha dont a reas da vezañ unan eus keodedourien ar gêr-se. Dimeziñ a reas gant ur plac’h alese ha tri mab o devoe.
 
==Ergerzhadennoù==
Evel ergerzherien all en amzer-hont ([[Kristol Goulm]] da skouer) en em lakaas ''Giovanni Caboto'' e servij ur vro all. E [[1496]] e voe kefridiet gant roue Bro-Saoz, [[Herri VII]], da vont da glask un hent betek [[Azia]] en ur vont war-zu ar c’hornaoueg. Cabot en doa klevet komz eus an douaroù a oa bet kavet gant Kristol Goulm un nebeud bloavezhioù abretoc’h, e [[1492]], ha kavout a rae dezhañ e c’hellje kavout un hent da vont eus kornaoueg Europa da reter Azia. E veaj kentañ, gant ul lestr hepken, a voe ur c’hwitadenn : ne c’hellas ket mont pelloc’h eget [[Island]] ha rankout a reas distreiñ war e c’hiz abalamour da dabutoù gant e voraerien.
 
Linenn 14 ⟶ 16:
[[Kristol Goulm]] ne erruas war douar-bras Amerika nemet e [[1498]] ha [[Jakez Karter]], a gomzer kement diwar e benn e Breizh, ne vageas a-hed aodoù reter Kanada nemet kalz diwezhatoc’h, e [[1534]].
 
E koun John Cabot ez eus un tour war e anv e [[St. John's (Douar-Nevez ha Labrador)|Saint John’s]], kêr-benn an [[Douar-Nevez]], hag unan all ivez e [[Bristol]]. Ur skeudenn eus e vag, ar ''Matthew'', a zo e porzh Bristol ivez.
 
 
[[Restr:Matthew-BristolHarbour-Aug2004.jpg|thumb|left||150px|Ur skeudenn eus ar ''Matthew'' e porzh [[Bristol]], e [[2004]].]]
 
{{DEFAULTSORT:Cabot, John}}
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1440|Cabot, John]]