Republik partenopean : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kempenn
Linenn 1:
[[Skeudenn:Flag of the Parthenopaean Republic.svg|thumb|Banniel ar Republik Partenopean. Heñvel e oa ouzh an triliv gall, met gant liv melen e-lec'h ar gwenn]]
Ar '''Republik partenopean''', pe '''Republik Napolitan''' ('''Repubblica Napoletana''' en [[italianeg]]), a voe savet e [[1799]] gant ar jeneral gall [[Jean EtienneÉtienne Championnet]], pa oa bet trec'het gant e arme hini [[Rouantelezh Naplez]]. Bez' ez eo unan eus ar republikoù berrbad a voe savet da-heul an [[Dispac'h gall]] evit skignañ an dispac'h dre ar bed .
 
===Orin ar Republik===
 
Pa grogas an Dispac'h gall, ne ziskouezas ket [[Ferdinand I an Div Sikilia|Ferdinand IV roue Naplez]] nag e wreg, ar rouanez Maria Carolina, enebiezh vras ouzh an nevezenti; met war-lerc'h diskar an unpenniezh e Bro-C'hall e savjont kreñv a-enep, hag e [[1793]] e kemerjont perzh en unvaniezh kentañ a-enep Bro-C'hall. Heskinet e voe didruez ar re a veze diskred warne da vezañ a-du gant ar C'hallaoued. Kement-se ne viras ket ouzh ar soñjezonoù republikan da vont war-raok e-touez noblañsed ar vro.
 
E [[1796]] e voe sinet ar peoc'h gant Bro-C'hall , met e [[1798]], p'edo [[Napoleone Buonaparte]] en [[Egipt]], ha war-lerc'h trec'h [[Horatio Nelson|Nelson]] en [[emgann an Nil]], e oa Maria Carolina oc'h isañ Ferdinand da ziskleriañzisklêriañ brezel da Vro-C'hall ur wech ouzhpenn. [[Horatio Nelson|Nelson]] e-unan a zigouezhaszegouezhas e [[Naplez]] e miz Gwengolo 1798, ha degemeret e voe war an ton bras. 70  000 soudard a oa bet dastumet buan -ha -buan d'ober arme Naplez dindan ar jeneral [[Aostria|aostrian]] [[Karl von Mack]]: d'an [[ 29 a viz Here]] e tegouezhas e Roma, a oa bet kuitaet gant an arme c'hall, da adlakaat ar pab en e wir. Met war-lerc'h un enebargadenn gant ar C'hallaoued e rankas an arme napolitan kilañ. Buan e tistroas ar roue da Naplez. En desped d'al ''[[lazzaroni]]'' (ar bobl vunut) a oa tomm ouzh o roue hag ouzh al lignez roueel hag a oa prest d'e zifenn, e savas war lestr Nelson, ar ''Vanguard'' hag ez eas da repuiñ da b-[[Palermo]] gant e lez ha gant ar spont. Kemeret e voe kêr Naplez gant ar priñs [[Francesco Pignatelli Strongoli]] ha devet listri ar morlu saoz.
 
Mesk ha lazh a voe neuze, gant al ''lazzaroni'' e veze muntret tud a greded e oant a-du gant ar republikaned, e-keit ma wele an noblañsed edo ar reuz o kreskiñ ha, peogwir e oant bet dilezet gant o roue, e oa gwelloc'h ur republik c'hallgar eget an dizurzh. <br />
E miz Genver [[1799]] e sinas Pignatelli e emzaskor e [[Sparanise]] d'ar jeneral gall [[Jean Étienne Championnet|Championnet]]. Pa voe klevet ar c'heloù e Naplez hag war ar maez ec'h en em savas al ''lazzaroni''. Stourm a rejont kalonek ouzh an enebour, evite da vezañ armet fall ha gourdonet fall. Er c'heid-amzer-se e oa republikaned Naplez o tispac'hañ, ha setu krog ar brezel-diabarzh. D'an 20 a viz Genver [[1799]] e voe kemeret kreñvlec'h [[Castel Sant'Elmo]] gant ar republikaned , ha dont areasa reas an arme c'hall e kêr. Lazhet e oa bet 80008 000 den eus Naplez, ha 10001 000 e-touez ar C'hallaoued.
 
{{Republikoù c'hoar}}