Vefa de Bellaing : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Krouet e oa bet ur c'helc'h keltiek ganti e [[1938]] a-raok reiñ dorn d'ar vreudeur [[Herri Kaouisin|Herri]] ha [[Ronan Kaouisin]] da sevel ar gelaouenn skeudennaouet ''[[O lo lê]]'' evit ar re yaouank e [[1940]]. E [[1947]], a-gevret gant [[Ronan Huon]] ha [[Zavier Langleiz]], he devoa savet [[Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion]] a renas-hi e-pad ouzhpenn pemp bloaz warn-ugent. Ur vrezhonegez a-vihanik ne oa ket ha deskiñ a reas brezhoneg dre gentelioù dre lizher [[Skol Ober]] : goude bezañ bet kelennerez a-youl vat enni ez eas da renerez ar gevredigezh-mañ da-heul [[Marc'harid Gourlaouen]]. Ganti e oa bet savet [[Oaled Abherve]] e [[Sant-Brieg]] e [[1962]].
 
BetLevraouegerez diouzh he micher, bet e oa bet sekretourez ar gevredigezh [[Kuzul ar Brezhoneg]] ivez koulz ha hini [[Priz Langleiz]].
 
Sot e oa gant al lennegezh, ha roet he devoa fiñv d'he fluenn ivez, koulz e galleg hag e brezhoneg, dindan hec'h anv pe anvioù-pluenn, evel ''Soaz Kervahe'' pa skrive e brezhoneg, pe ''Herve Huiban'' evit ar gelaouenn [[Armor Magazine]].