Henrique de Borgonha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Henrique de Borgonha''', pe '''Herri Bougogn''', anavet e Portugal evel ar C'hont Henrique (1066 — 1112) a voe kont Portucale adal 1093 betek e varv."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Henrique de Borgonha''', pe '''Herri Bougogn''', anavet e [[Portugal]] evel ar C'hont Henrique (1066 — 1112) a voe kont [[Portucale]] adal 1093 betek e varv e [[seziz Astorga]] pa oa o vrezeliñ ouzh ar Vored, d'an [[12 a viz Mae]] 1112.
 
Mab e oa da [[Herri Bourgogn]], mab pennhêr [[Robert Iañ]], dug Bourgogn, ha breur da [[Eudes Iañ]], dug Bourgogn. Dre ma oa ar mab yaouankañ e oa peuzsur ne welje ket gwall dra eus peadra e dad, se zo kaoz ez eas da vrezeliñ da Spagn hag e kemeras perzh er [[Reconquista]] a-enep ar Vored. Mont a reas da-gaout ar roue [[Alfonso VI Kastilha]] ha León a oa dimezet d'e voereb a-berzh e dad, [[Constance de Bourgogne]], hag en skoazellas da c'hounit [[rouantelezh Galiza]] a oa dindani Galiza a vremañ hag ivez hanternoz Portugal. D'e drugarekaat e voe roet dezhañ dorn merc'h Alfonso VI, [[Thérèse de León]]. Dont a reas da vout [[kont Portugal]], ur gontelezh hag a oa stag d'ar poent ouzh [[rouantelezh León]].
 
 
==Dimeziñ ha bugale==
 
Ur mab en doe: [[Afonso Iañ|Afonso Henriques]], kentañ [[roue Portugal]]
 
 
==Goude e varv==
Pa varvas en 1112, e voe beziet e Spagn. Er XVIvet kantved e voe kaset e relegoù, war un dro gant re e wreg, da iliz-veur [[Braga]].
 
 
 
 
 
 
[[fr:Henri de Bourgogne (comte de Portugal)]]
[[pt:Henrique de Borgonha]]