E Skeud Tour Bras Sant Jermen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
==Al levr==
Adalek ganedigezh e dad-kuñv, e [[1793]] pe [[1794]], betek [[1910]] e kont Yeun ar Gow e vugaleaj e [[Pleiben]] e-lec'h ma oa bet ganet e miz Here [[1897]]. Pemp pennad warn-ugent a ya d'ober an oberenn :
* ''Ma zud-kozh a-berzh ma zad.''
* ''Pa voe intañvezet ma mamm-gozh.''
* ''E-lec'h ma 'z eus anv eus ar gourenadeier a veze gwechall e Pleiben.''
* ''Al lapoused o vont diouzh o neizh hag ar pezh en em gavas da c'houde''
* ''Yeun ar Gow o fortuniañ''
* ''Lakaat a ran ma fri war an douar''
* ''Er bloavezhioù kentañ eus ma yaouankiz tenerañ''
* ''An hent-houarn o tont er vro''
* ''Devezhourien ha mevelien''
* ''Ma zad evel m'am eus eñvor anezhañ''
* ''Ma zamm buhez betek ar mare ma voen kaset d'ar skol''
* ''Hon amezeien dost''
* ''Beajoù dre ar c'horn-bro — Skol ar baotred — Teatr ar voused''
* ''Gouel an hent-houarn''
* ''War an hent da Lourd''
* ''O pardonañ e Lourd''
* ''Skol, skol-louarn ha vakañsoù''
* ''An nozvezhioù e korn an oaled : spont ha dudi''
* ''Kelennadurezh ar gêr''
* ''Goude labourioù al linenn — Marv va zad''
* ''Skol ar Ganiched - Brezel ha c'hoarioù''
* ''Gouelioù ha diduamantoù''
* ''Ar foarioù''
* ''Ur vrastaolenn eus tud ar barrez hag o boazamantoù''
* ''Ar politik''.
Taolennet e vez darvoudoù ar mare-se koulz ha tud eus Pleiben hag he zrowardroioù gant ar skrivagner dre ur yezh pinvidik-mor. An holl droioù-lavar a ra gante sof-kont a-hed al levr a zo skrivet gant lizherennoù stouet hag ur roll eus ar ''Gerioù ha doareoù-lavar implijet e Pleiben ha tro-war-dro'' a gaver en dibenn anezhañ.